Kan ar bobl : pegen diaes eo dibab...
Communiqué de presse de Taol Kurun

Publié le 1/04/14 12:59 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:

Bugale kanerien a live uhel a oa ivez ba Tregon, eus Ploeur, Tregon, Penharz, Plozevet, Kemperle ...

Toutes nos newsletters et tous nos agrégateurs sont gratuits ! Abonnez-vous ! (voir le site)

Brav an abadenn, kaset propig gant skipailh Tud bro Gonk. Kanaouennoù milvrudet evit "Al labousig b'ar c'hoad", pe "Touri toura" kanet da gentan gant Lagadeg mamm ha merc'h, met ne vern, kempennet e oa gant Loik Jade gant ur biniou bras sonet gant ur plac'h vihan, ha kanet brav

Neuze, trec'h oa bet klas Loik ha klas Arno, rummadoù publik Div Yezh ba Ploeur ha Plozevet. Evit ar re all koulskoude e vez atav ur rann-galon, o tistreiñ d'ar gêr hep ur priz, zoken ma vez roet dezho ur merenn vihan ha madigoù.

Kanet o doa brav, met n'int ket bet dibabet gant ar juri. Ha da noz e ti feurm ar Moros, konkour evit ar re vras. Ha nac'het c'hoazh merc'hed a gane brav, peogwir ne oa ket tonioù bro Gerne Izel : gavotenn ar Menez a oa bet dibabet gant strollad Douarnenez ha strollad Kraon. Hag int da zistreiñ d'ar gêr dipitet, daoust d'al labour brav oa bet kaset ganto.

Ne vefe ket bravoc'h kalonekaat an holl ? Pe, da nebeutañ, lakaat an holl da ganañ asambles pep bloaz, ur ganaouenn a chomfe war lec'h desket gant ar vugale da ganañ bemdez, ha ket nemet devezh ar c'honkour. Erlec'hian ar ger "kevezerezh", gant "kanañ a-stroll evit ar blijadur" ? Ha digeriñ ledanoc'h arzoù bro Traon Kerne pa vez tud yaouank sot gant ar gavotenn ? ...

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 2 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.