Deuet eo er-maez deiziataer 2008
Deiziataer 2008, e 4 liv penn-da-benn , a ginnig pep sizhunvezh war div bajenn (stumm"italia"). Kinniget eo pep pajenn en un doare pleustrek kenañ evit merañ e amzer. Adkavet e vo un dro-lavar evit pep sizhun, peadra da binvikaat e vrezhoneg hep striv ebet ! Ur bern titouroù all a gavot ivez en deiziataer : ar vakañsoù-skol dre dakad, taolenn ar c'hemmadurioù, deiziadur 2009, roll an 200 kevredigezh pe aozadur brasañ o plediñ gant ar brezhoneg pe ar yezhoù bihanniver. Gant e stumm bihan (15 X 9 cm) e c'hellot e lakaat aes en ho sac'h pe en ho chupenn. E gwerzh 12 euro dre lizher gant Skol an Emsav (mizoù-post profet) pe er stalioù a ginnig danvez Breizh.
Pol brezhoneg/Pôle langue bretonne SKOL AN EMSAV 25 straed Pierre Martin 35000 ROAZHON/RENNES pgz/tél. 02 99 38 75 83 - plr/fax.02 99 63 82 28 sae.bzh [at] wanadoo.fr www.skolanemsav.com