Divyezhek penn-da-benn eo lec'hienn genrouedad kêr Gwened. Kavet e vez e-barzh an holl ditouroù ret diwar-benn ar gumun ha buhez hec'h annezidi. Un nevezenti e 2008 : e brezhoneg e vez kinniget an deiziataer sevenadurel diwar vremañ.

Divyezhek penn-da-benn eo lec'hienn genrouedad kêr Gwened. Kavet e vez e-barzh an holl ditouroù ret diwar-benn ar gumun ha buhez hec'h annezidi. Un nevezenti e 2008 : e brezhoneg e vez kinniget an deiziataer sevenadurel diwar vremañ.

Ur gêr brudet evit an arz hag an istor eo Gwened ha kinnig a ra, e-pad mizvezhioù an hañv, ur bern abadennoù sevenadurel ma c'hello kement arvester kavout e blijadur. Festival jazz, sonerezh klasel, abadennoù dañs, diskouezadegoù er C'hoc'hu, er c'hastell, baleadennoù kontet, gouelioù istorel, sinema dido, stourmadegoù war vor… Adalek miz Mezheven betek miz Gwengolo e laka kumun Gwened he holl nerzh evit ma vo mare an hañv mare ar gouelioù bemdez.

Tu zo da lenn roll an abadennoù-hañv e brezhoneg war lec'hienn an ti-kêr abaoe un nebeud devezhioù eta : http://br.mairie-vannes.fr/an_darvoudou_bras_e_gwened/1289/index.html

Plijet e vo brezhonegerien kêr Gwened gant an diviz nevez-se koulz ha “Yann vrezhoneger” deuet da dremen vakañsoù er vro.

Klotañ a ra gant an argerzh lakaet e pleustr gant ar c'huzul-kêr e 2007 p'en deus divizet sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg.

http://www.mairie-vannes.fr/culture/culture_bretonne/2318/index.html evit gouzout hiroc'h war ar garta ha war ar brezhoneg e Gwened.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus