Dewi a ginnig deoc'h al levrioù !
Dewi a ginnig deoc'h al levrioù ! © photographe
Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Genver 2024 ? - Deiziataer Brezhoweb

Réalisation : Brezhoweb – 523 vues

Skipailh Brezhoweb a souet ur bloavezh mat deoc'h !

Deskiñ ar yezh 'zo mat met ret eo implij anezhi evit hi lakaat da vezañ bev. Ar c'hoarioù taol 'zo un digarez a-feson evit en em gavout ha komz asambles !

Miz Genver, miz ar c'hoarioù taol ?

Setu tem deiziataer Brezhoweb miz Genver 2024.

Klasket hon eus renabliñ an abadennoù gouestlet d'an doare plijus-se d'en em gavout.

Met ma vez aozet traoù seurt-se ganeoc’h ha n'oc'h ket a-barzh, lârit deomp !

Lakaet 'vo ar pezh a rit war-wel ar mizioù o tont.

Kavet 'vo ganeoc’h ivez levrioù, pladennoù, podkastoù ha videoioù 'ba 'n deiziataer, evel boaz !

Plijadur 'vez bepred gant ar brezhoneg !

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.