Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
. Justis evit ar Brezhoneg . Justis evit Diwan : dorn-ha-dorn gant aozerien ar vanifestadeg, UDB Kreiz Breizh a vo war an dachenn d’an 31 a viz Meurzh en Oriant.
Dorn-ha-dorn gant aozerien ar vanifestadeg, « Justis evit ar Brezhoneg » « Justis evit Diwan », UDB Kreiz Breizh a vo war an dachenn disadorn 31 a viz Meurzh, da 3 eur, Plasenn ar Frankiz, en Oriant. Goulenn ra ar Unvaniezh Demokratel Breizh da holl vignoned ar brezhoneg ha
Par Nil Caouissin pour UDB le 28/03/07 15:24

Dorn-ha-dorn gant aozerien ar vanifestadeg, « Justis evit ar Brezhoneg » « Justis evit Diwan » , UDB Kreiz Breizh a vo war an dachenn disadorn 31 a viz Meurzh, da 3 eur, Plasenn ar Frankiz, en Oriant. Goulenn ra ar Unvaniezh Demokratel Breizh da holl vignoned ar brezhoneg ha d’an holl zemokrated da gemer perzh niverus en emgav-se.

Karta europa ar yezhoù rannvro pe/ha minorelaet n’eo ket bet gwiriekaet c’hoazh, daoust d’ar promesaoù bet graet gant meur a brezidant bet e penn ar Republik C’hall. Ar Vonreizh a ranko bezañ kemmet, ivez, evit ma vo anavezet ar brezhoneg ez ofisiel e framm ar Republik C’hall ; hag ar rannvro a ranko kaout galloud ha budjed evit ar sevenadur hag ar c’helenn brezhoneg . Evit UDB an holl c’houlennoù-se a zo reizh penn-da-benn, kement ha kaout ur statud publik a zere gant e bedagogiezh evit Diwan.

An danvezioù prezidant ar Republik a zo war ar renk a ranko sevel a-du krenn gant ar goulennoù-se. Kaout justis evit ar brezhoneg hag evit Breizh eo . Bez’ oa bet 20 000 a dud o vanifestiñ e straedoù Roazhon d’an 22 a viz Meurzh 2003 evit ma vo sevenet, gant ar Stad C’hall, ar goulennoù kreñv-se savet gant ar Vretoned.

En tu all da-se, emañ nec’het bras UDB gant an doare emañ deuet « an idantelezh broadel » e-kreiz tabutoù votadegoù prezidant Bro-C’hall. Peseurt plas vo da sevenadurioù ha yezhoù Breizh gant ar seurt « Republik gokardennet» emañ o soñj sevel meur a zanvez prezidant. UDB n’eo ket evit degemer ma vo « Lepenaet » holl ar c’hampagn-se. Un nec’hamant bras ouzhpenn, evit an holl dud o deus kred c’hoazh er Stad a-wir hag en demokratelezh.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons