- Annonce -
Barzaz Breizh : prezegenn Fañch Postig dimeurzh da 6 eur
Dont a raio ar c'hlaskour da gaozeal diwar benn Kervarker hag ar Barzaz Breizh, ha dreist-holl resisaet e vo gantañ al labour kaset da benn gant Donatien Laurent
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 3/09/22 15:03
Kervarker displeget e brezhoneg :
Réalisation : frans 3 (240 vues)

Dont a raio ar c'hlaskour da gaozeal diwar benn Kervarker hag ar Barzaz Breizh, ha dreist-holl resisaet e vo gantañ al labour kaset da benn gant Donatien Laurent.

Kemperle, kêr-benn ar Barzaz Breizh e 2022 ? Un diskouezadeg (a echuo d'ar 17 a viz Gwengolo evit devezhioù ar glad) e Ti ar Gwaregerien, un delwenn war bord an Ele, un hent dall anvet "impasse De La Villemarqué, ur blasenn "place du Barzaz Breizh" e lec'h e oa bet distrujet ti ar familh straed "ar C'hastell" (Bremond d'Ars hiziv an deiz), ur skolaj "Kervarker", ur maner gwerzhet 700 000 euro d'un den eus bro Normandi deuet da lakaat kezeg war ar parkeier, hag o reneveziñ ar maner ha trowardroioù evel e oant e XIXvet kantved)...

Donatien Laurent get Mari Harnay

Met piv er vro, er skolioù, er skolajoù, el lise, a oar piv oa ar barzh meur ?

Prezegennoù ? Unan e brezhoneg (pennad video Frañs 3), unan gant klaskerien ar Skol Veur, Mannaig Thomas ha Fañch Postic fin miz Even 2022, ha, da heul, un abadenn gant Mibien Kerne e iliz Kroaz Santel. Enoret, neuze ? Ret e oa displegañ ivez d'an dud a pezh oa bet anvet "la querelle du Barzaz Breizh" pa oa jeu etre Fañch Mari an Uhel ha Kervarker. Ha cheñchet e oa bet a galz testennoù dastumet gant Kervarker ? 20 % ? Pa vez keñveriet gant ar C'halevala, n'eo ket kalz a dra... Deuit d'ober ho soñj dimeurzh e Kemperle !

Mediaoueg Kemperle, d'ar meurzh 6 a viz Gwengolo, da 6e, kenaozet gant an ti kêr ha Ti ar Vro Bro Kemperle, ha stal levrioù Penn da benn a vo serret da vat d'an 10 a viz Gwengolo (gwerzhet e vo levrioù ar stal, diriaou, digwener ha disadorn etre 10e ha 7e noz) .

Voir aussi sur le même sujet : kervarker, barzaz breizh, brezhoneg
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 2 commentaires
Penn Kaled Le Samedi 3 septembre 2022 22:17
War ar porter da ma sonj ne ket Marie Harnay med ur vaouez a oa deus Langoned , Ma zad rise Marie Goac'hig dousti .,med ouzomp ket sur kant dre gant
(0) 
Dominique Merrien Le Dimanche 4 septembre 2022 16:27
Salud d'an holl.
Degemeret e vefen memes ma n'emaon ket deus Kemperle?
Deus Gwezeg emaon hag marteze vefe tud all dedennet gant ar brezegenn -se.
Dav eo lakaat e añv a-raok?
Trugarez 'vit ho respontoù...
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons