Ur werzenn kanet gant Jañlug er Mouel, barzh Ploue
Réalisation : fea - tvbk – 151 vues
200 000 euro oa bet roet da familh Kervarker evit gallout tapout karnedoù prizius ar barzh Theodore. Goude labour ramzel kaset gant Fañch Postic ha skipailh CRBC Brest, setu abadennoù o vleuniañ e Kemper hag e Kemperle.
200 000 euro oa bet roet da familh Kervarker evit gallout tapout karnedoù prizius ar barzh 200 000 euro oa bet roet da familh Kervarker evit gallout tapout karnedoù prizius ar barzh Theodore. Goude labour ramzel kaset gant Fañch Postic ha skipailh CRBC Brest, setu abadennoù o vleuniañ e Kemper hag e Kemperle.
D'ar meurzh 14 a viz Even, e mediaoueg Kemperle, da 6e noz, e vo ur brezegenn e brezhoneg penn da benn diwar ar Barzaz Breizh, kaset gant Mai Ewen ha bodad brezhoneg Ti ar vro bro Kemperle. Troet e vo war eeun en galleg gant selaouelloù ofis ar brezhoneg.
Un extrait de la gwerz de Saint Colomban, connue aussi sous le titre Skolan. Cinq chants du Barzaz Breizh interprétés par Jañlug er Mouel illustreront une conférence menée à la médiathèque de Quimperlé le mardi 14 juin 2022 à 18h. Entrée libre. En breton doublé en français traduit simultanément en français.
Commentaires (3)
Dirak pep ur banne kafe, setu hi o kontan din e Brezhoneg, penaos ur wech he doa hi gwelet ar jeneral (mab-bihan ar barzh Kervarker) o teurel maez deus unan deus fenestrou estaj kentan ar maner, ur bochad paperiou, pere oant bet lakaet ba'r boubelenn war-lec'h. Hervezi, en doa ar jeneral graet an torfed-se ablamour e oa fumet, (ne oa ket hi evit gouzoud perak). Ar vaouez-gozh a lare din e oa aet da savetein ul lodig deus ar paperajou-se diouzh ar boubelenn, ha rein anezhe d'he nizezed pe nized.
Goude bezan bet gwelet an hani gozh, em eus bet ar c'honfirmation, gant unan deus ar familh, e oa ar paperajou gante, ha lizhiri gant Ernest Renan ba o mesk. Siwazh, pa 'm eus goulennet gwelet ar paperiou-se, en ur lar e vefe interesset ma c'helennerien deus ar Gevrenn geltiek da c'houzoud muiac'h diwarne, me 'm eus bet ar c'habestr ! "N'ouzer ket ba pelec'h 'm eump miret 'ne", "ne greder ket emaint ganemp ken" ha digarezhiou all... Dao eo din anzao penaos ne oan ket o c'hortoz sort doareou gante. Seul vui e c'houlennen gweloud ar paperiou, seul vui e nac'hent ouzhin, setu e oan bet tapet fall. Ur gentel m eus desket ar bloaz-se, met ur gentel boanius avat.