Eilvet stal heñtet gant Serj le Bozeg e festival an Oriant : penaos e vez distaget "Pont Aven" ? Ha Rosporden ? Petra dalv "ker, tre, lann, lan, plou, plo... " ?
Interessant evel atav, setu ar c'helenner lise Lannerster o tisplegañ gant pasianted da bep hini an 60 bennak a dud deuet evit e selaou, eus pelec'h e teue an anvioù lec'h, ar fazioù a oa bet graet gant ar C'hallaoued ne ouient ket ur ger brezhoneg hag o doa faziet meur a wech, fazioù chomet un tamm e pep lec'h er vro. Brav-kaer an abadenn, ha m'ho peus c'hoant da selaou hiroc'h, ar brezegenn a zo en he fezh en eil video.
0 | 0 | Tweet |
|