Daoust d'ar skoilhoù, daoust d'ar vanifesterien deuet niverus dec'h, daoust d'ar pass yec'hedel, d'ar c'hudennoù arc'hant eo kroget ar FIL 2021, mod, pe vod !
Laouen an dud da zañsal adarre, laouen ar sonerien da c'hellout seniñ, lakaat o dilhad sul, an teknisianed da lakaat ar sklerijenn hag ar son da darzhañ...
Poent e oa, hag en tu all, divizet eo ar gumuniezh sonerien hag arzourien : seniñ evit an dud sentus hepken, ar re a zo bet da gaout strinkadenn ar bikurenn Aztra, Pfeizer, Jennsson, ha me oar ? Pe seniñ, da vat, evit ma ne varvfe ket nag ar sonerezh Breizh, nag ar sonerezh hengounel et bed, o laoskel ar plas da sonerezh ar gourc'hmarc'had hag ar media bras ?