- Chronique -
Ar vazh test : barzhoniezh, gwriziennet don e douar Vreizh
Goude Yann-Fañch Kemener ar bloaz paseet, Nolwenn Korbell, Lleuwen Steffan, ... setu tro Gwenola Coïc ha Thomas Laken da skrivañ barzhoneg ar Redadeg
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 29/05/21 21:34
testenn ar vazh test : fromus ha brav ! :

Goude Yann-Fañch Kemener ar bloaz paseet, Nolwenn Korbell, Lleuwen Steffan, ... setu tro Gwenola Coïc ha Thomas Laken da skrivañ barzhoneg ar Redadeg

Tud bro Dreger, tud a oar mont er ribinoù, e hentoù don ar vro. Redek a rint beket fin an deiz, betek fin o buhez, un destenn a denn eus Anjela Duval, Jakez Riou pe c'hoazh hini Yann-Fañch ar bloaz paseet. Met diwallit mat ! Tud a vremañ int an daou, ha kavout a reont gwelloc'h blaz ar gliz eget QR code ar bed niverel...

KEMENNADENN REDADEG 2021

Ur wech lañset - ar Redadeg -

n’haller ket souzañ a-dreñv.

Dirakomp :

gwinojennoù, heñchoù-treuz, ha heñchoù-bras roaial,

gwech ha gwech all...

Ken uhel hag ar gwez 'faota dimp mont.

Ha pa vefemp hejet-dihejet gant ar 7 avel, 'vimp ket diskaret.

Kresket g(1/2)wrizioù d’hon zreid da zerc’hen plom war un douar ferm

Lec'h ma vez kavet ur pallenn tomm da dommañ hon hunvreoù

Mont da glask dour hon c'hest difin, evel loened disec’het.

En em stagañ evel drez gouez a-benn leuskel plas gant al lapoused d'ober o neizh

'barzh ul lec'h klet.

Amañ ‘giz-mañ ‘mañ ma hent : sachañ a ran war alan ma sorc’henn.

Saouzanet gant louzaouenn-ar-voem

ec’h an dre mil hent ar vro ‘benn esa kompren

riboustadennoù ‘glevan ba'r vrumenn.Hunvreoù teñval em fenn a-wechoù

Hunvreoù leun a seblantoù

Hunvreoù glas o tañsal diwar muzik ar plent

luskellet gant ar c'houajoù avel...

(an destenn a-bezh war lec'hienn ar Redadeg)

Voir aussi sur le même sujet : stourm, brezhoneg, diwan
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons