23/03/2019
Beg Mousterlin - Pointe de Mousterlin
9e 3/4 mintin - 9h45
E brezhoneg - En breton
2€
Deomp war-lerc’h un heñcherez-natur da zizoleiñ an aod-vev bras-divent, leun a gerreg enni, e Beg Mousterlin. Diskennomp da heul an trec’h, sellomp pizh penaos ez eus pazennoù gant bed al loened hag o buhez (birinig, bigouled, chevred, pesked poull...) hag hini ar plantennoù (bezhin ruz, rous ha glas). Deskomp ar jestroù hag ar modoù ret evit kregina ha pesketa evel ma vez dleet. Ne zeuio ket boued-mor ganeomp eus hon troiad. E brezhoneg e vo ar valeadenn.
Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv da clelia [at] tiarvro-kemper.bzh
Titouroù : Digor d'an holl, emgav war ar parklec'h lec'hiet goude al leti "Hôtel de la Pointe", padelezh : 3 eurvezh. Kasit boutoù, dilhad disglav, ur sailh hag ur bazh-roued.