- Agenda -
Baleadenn er Fouilhez d'ar Sul 14 Mae
A-enep ur projed skuilhañ teil-yer war douaroù Menez Are hag evit difenn dour hag en-dro ar vro
Par Kristian Braz pour Blaz produktion le 8/05/17 9:47

En arvar eo « kastell-dour Breizh » : feurmet ha prenet e vez douaroù Menez Are gant « peizanted » an tu all, nemet evit skuilhañ an teil produet gant o « atantoù » , az a bepred war vrasaat, en desped d'ur marc'had (teil skornet evit broioù ar Reter-kreizh) az a bepred war an diskenn.

Er Fouilhez e vo aozet d'ar Sul 14 a viz Mae ur valeadenn evit difenn natur ar vro : emgav da 10 eur er bourk, loc'hañ da 10 eur 30 dre hentigoù ha gwenojennoù, gant muzik ha kontadenn, etrezek kroashent-tro ar Roc'h Tredudon (4 km bennak), lec'h ma vo graet ur piknik (adalek 12 eur 30) ha roet d'an dud da dañva dour glan ar Menez, brasañ pinvidigezh hor bro ha larkoc'h.

Aozet gant ar c'henstrollad Préservons les Monts d'Arrée gant skoazell Dour ha Stêrioù Breizh, Plein air, DZBE ha meur a gevredigezh all.

Setu un tamm son savet nevez zo, hag a zisplego ar pezh a zo o tremen :

Son an teil-yer pe Da bep hini e gaoc'h !

Selaouit kozh ar yaouank ur son savet ar bloaz-mañ

War sujed hor bro karet emaint o vont da lazhañ

Savet eo bet gant un den eus parrezig ar Fouilhe(z)

Glac'haret e galon baour gant tout ar pezh a zegoue(zh)

Er bloavezh 2017, bloavezh an eleksionoù

E bro ar Menez Are oa bet savet trubuilhoù

Kar homañ 'bro ar raden, ar brug ar lann hag an dre(z)

A vo 'benn arc'hoazh beuzet dindan teil, fank hag hanvoue(z)

An dour sklaer er menezioù zo hon holl binvidigezh

Daoust ha lesket vo tud all da zont amañ d'e laerezh ?

Eus an tu all d'ar Menez oa deuet paotred an Ankoù

'Klask diskarg war hon douar frouezh o c'hac'hadennoù

Kar ar re-mañ c'hwi 'oar mat a zo paotred an arc'hant

Ha biskoazh ne vez kavet gante o c'hontantamant

Peizanted, sindikad ha kambr al labour-douar

Dorn-ha-dorn e kerzhont holl evit ar vro da ziskar

Brasoc'h-brasañ 'vez gante trakteurien, batimanchoù

Ha d'o loened paour roet, bepred muioc'h a louzoù

Da lakaat dindan teir si'n poñsined kaezh da greskiñ

Evit klask gwerzhañ 'ne tout, du-hont, 'tu all d'an Turki

Gwerzhañ 'vit ur gwenneg-toull produioù gwall gontammet

War o lerc'h e chom an teil, brokus deomp e vo roet

Ha keit-se peizant paour, dindan galloud ar bankoù

'Peus ken met evit chom bev ober prestoù ha gleoù

Ha pugur emañ bremañ douaroù Leon saotret

Eizh pe nav lev deus da di e ranki bremañ monet

Da lakaat war hon douar kac'hadenn da loenigoù

Leun a bep seurt traoù ken fall da lazhañ hon douaroù

Da lakaat mervel kezeg, ar gwenan ar plantennoù

Flaer, loustoni 'barzh an aer, fin d'ar baleadennoù

Ha saotret vo da viken dour mat hon eienenoù

A zo alc'hwez ar vuhez, a ro d'an holl e vadoù ?

Ya me lavar dit va faotr, n'eo ket prest tud ar vro-mañ

Da blegañ na da sentiñ, ni zo prest d'en em gannañ

Ha dija er vro a-bezh emaint an holl o kerzhet

O c'houl doujañs 'vit an dud, an natur hag al loened

O c'houl 'vije 'benn ar-fin d'ur sistem lakaet aret

A vres hag hag a vrein an dud koulz hag ar beizanted

Setu kerzh en-dro va faotr betek an Treou Leon

Da bep hini vo e gaoc'h, setu ar pezh a lârom'

An dour sklaer er menezioù zo hon holl binvidigezh

Daoust ha lesket vo tud all da zont amañ d'e laerezh ? (bis)

Voir aussi sur le même sujet : Menez Are, Ar Fouilhez, saotradur, teil-yer, baleadenn
Troour, stummer, realisatour, skriver, animatour radio
[ Gwelout pennadoù all Blaz produktion]
Vos 2 commentaires
Konan Le Mercredi 10 mai 2017 22:57
Thierry roignant n'eo ket bet b'an tu all evel avez lared ganit!
Paotr ar menez arre deuz brenniliz ´man ha bet telc'hen menach b'an treou ,menach e dud ker,ha Miret gantan douar e famil dezhan e barzh ar menez arre.
(0) 
kris braz Le Jeudi 11 mai 2017 10:32
Ba'n Treou 'mañ o terc'hel feurm, neketa ? ha petra 'teu da vezañ atant e dud, ma n'eo ket ul lec'h da skuilhañ e deil ? N'eus den ebet ken o chom du-se, lec'h ma vefe moaien d'ur familh peizanted bevañ propik !
N'eo ket an den ar gudenn, n'hon eus netra enep dezhañ (meur a hini eveltañ zo, a rank brasaat bepred 'benn chom bev), ar sistem a vres anezhañ 'ni eo a zo kaoz, ha ne vo ket lesket d'ober forzh pezh a gar war hon douaroù, na da zistruj kalite hon dour, pinvidigezh nemeti ar vro ha pelloc'h.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons