Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Salud deoc'h, Kavet em eus ar ganaouenn " evomp...al louzoù Makron" war ho lec'hienn. Un dra vat eo.. Mat e vefe ivez bezañ bet skrivet anv an hin en deus skrivet ar ganaouenn-se ( ha meur a hini all) evitañ. Lavarout a ra Mark va anv war al leurenn a-raok kregiñ da ganañ, met troc'het eo. Kit da welet 'mod all war lec'hienn TAB.TV e ur skrivañ : youtube lossec paugam pe youtube louzou macron hag e kavit an doare reizh da ginnig. Mersi bras deoc'h ha kendalc'hit ganti A galon