Penaos displegañ an diouer a sonennoù a vez savet hiziv an deiz e brezhoneg ? Dic'houest, holl ar ganerien a vez gwelet er festoù noz ? Koulskoude gant Konogan an Habask, Rozenn Taleg, Morwenn le Normand... e krog ar remziad yaouank da gemer harp war labour Denez Prigent, Denez Abernot, Bernez Tangi... Met kement a zarvoudoù spontus (repuidi e Mor Kreizdouarel, ar voulenn douar en arvar, tud yaouank lazhet war an hent 'pad an dibenn-sizhun, planedenn kriz ur bern tud e Breizh...) a zo, ne vez ket skrivet ha kanet istorioù nevez a-walc'h. Ijinit ta, ma grogfe ur werzhenn gant : " E bloavezhioù 2017, pa oa Macron e penn Bro C'hall, eus skwatt Brest e oa bet skarzhet, bugale gant un ti-kêr dall..."
Ale, tudoù, un tamm lañs, un tamm dismegañs, un tamm... intrudu ?