Dre ma veze brezhoneg yezh an ti gant lod eus ar gerent-se hag o doa savet ar skolioù Diwan kentañ ne oa ket ar soubidigezh ar pal da dizhout. Ar pep pouezusañ e oa deskiñ e brezhoneg kement tra hag a veze desket e galleg a-raok. Tamm-ha-tamm e oa deuet ar brezhoneg da vout yezh ar skol, daoust ma chome atav evit yezh an ti evit familhoù zo.
Ar brezhoneg, ur «yezh tad» ?
An enklask graet e lise Diwan e 2013 a ziskouez eo ar brezhoneg yezh an tadoù kentoc'h. Diwar 340 den yaouank aterset, 36 tad a gomz brezhoneg ingal gant o bugale, met 16 mamm nemetken. E eizh familh e vez komzet brezhoneg gant ar vamm koulz ha gant an tad. Gant 32,5 % eus ar mammoù ha 26,5 % eus an tadoù e vez komzet brezhoneg « a wechoù », ar pezh a ziskouez eo anavezet ar brezhoneg gant kalzik a vammoù hag a dadoù. Gant an tad-kozh, gant ar vamm-gozh, e vez komzet brezhoneg gant 10 % anezho, gant 37,1 % ur wech an amzer. Dipitus eo gwelout e vez komzet brezhoneg etre breudeur ha c'hoarezed ingal etre 6,5 % anezho, nebeutoc’h eget gant ar re gozh, ha koulskoude e vefe aes dezho hen ober ...
Un enklask nevez (bloavezh skol 2016/2017) graet gant ar re a oa e lise Diwan e klas Termen a ziskouez an disoc'hoù da heul : war 112 lisead e Termen, 53 anezho zo brezhonegerien en o familh dost (tad pe mamm) : 21 gant o zad hepken, 15 gant o mamm hepken, 17 gant an daou. N'eo ket ken bras an diforc'h etre tadoù ha mammoù giz ma oa e 2013 ("brezhoneg yezh an tadoù ?"). 15% neuze eus ar familhoù a gomz brezhoneg er gêr hepken. Peadra da welet e cheñch a vloaz da vloaz, hag e vefe ret kas enklaskoù ingal ha klask gouzout hiroc'h gant pep familh he deus graet ar choaz-mañ.
Ar brezhoneg, ur yezh darempred etre an dud yaouank ?
Pa ne gomze re gentañ al lise Diwan nemet brezhoneg hepken kenetrezo, e vez gant an holl hiziv ur « meskaj brezhoneg galleg ». Diaes eo gouzout peseurt tregantad galleg ha brezhoneg a zo avat ...
Ha komzet e vez brezhoneg memestra ? A-walc'h evit pinvidikaat ar yezh, ijin ur seurt luc'haj e brezhoneg ? Pa vezont koshoc'h e komzont brezhoneg ingal e festivalioù, gant ar re a zo bet e Diwan, deuet ar c'hoant gante da gomz aliesoc'h. Mankout a ra studiadennoù evit ar re a ro un deskadurezh e brezhoneg hiziv d’o bugale hag ar re a gas anezho d’o zro da skolioù Diwan.
"Ma sœur a une fille de deux ans. Tous ses premiers mots, elle ne les connaît qu'en breton, parce que ma sœur, elle était à Diwan avant. Par exemple, « fri », direct, alors que « nez », elle demande : c'est où ? « Bouton kof » (nombril), direct. Donc, je pense qu'elle comprend mieux le breton." [Un garçon de seconde]