Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Rock and musette ba Langonnet : Taol Lañs liesliv
Strolladoù a gan e brezhoneg : n'eus ket a-walc'h ha plijadur a vez atav da selaou anezho
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 26/05/17 11:20
:

Taol Lañs 2017 : gant "Tri O'vit dit" zo liseidi bet e Diwan, barrek evit seniñ treujenn gaol, sakso, hag un tambouliner fentus a ro d'ar strollad ur spered gouel, ar c'hoant da zañsal evit an Termajied o tont dindan un deltenn vras, gant ur spered un tamm doare Kusturica, an tog a dreuz war ar penn ha pep soner gant brikoloù... Gant ar ganerez e vez kanet sioul "Plac'h an dioul, diwall, diwall..." Hag e foñs he daoulagad glas, n'eo ket sur e vo ret diwall, just a-walc'h...

Gant ar strollad "Viviane Rope", se zo ur ganaouenn all. Ur c'haner, Ronan Soubigou ec'h anv, deus Mervent, a gan en un doare efedus traoù nerzhus, gant sonerien a oar tennañ eus ar gitar dredan sonioù dreist, ma vefe ur sonenn garantez pe destenn un den evel ar re all. "N'on ket kaner, na ziskaner, n'on ket ur biniaouer, n'on ket un tambouliner, n'on ket na barzh na skrivagner, n'on ket na gelenner, na studier, n'on ket un apotiker, n'on ket un aotrou Maer..." : gortoz a reer ur bladenn neuze, gant un nerzh mod-se, arabat chom kuzh, Viviane Rope...

Trugarez atav d'an Taol lañs evit bout dizoloet strolladoù a raio dazont sonadegoù e brezhoneg !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons