Displeget oa bet gant Yann Puillandre pegen diaes e oa asantiñ ar ger "broadel" gant an dud a roe yalc'hadoù d'ar gouel. Evit petra e oant o stourm ? Evit ur gouel broadel : "ur yezh, ur vro, hag ur galloud politikel da vont war raok, ha n'eus netra chenchet war an dra-se.
Hag ar souezhusañ tra : n'eus diell ebet filmet eus an tabutoù a zo bet : "gouel ar fleurioù" ba Kastell Paol oa pouezusoc'h... ha diaes e oa bet evit Riwall da seveniñ ur film hep skeudennoù prizius an tabutoù bet, hag evit abadenn diwezhañ Glenmor zoken... Ar "Broudig bras" ne oa ket deuet !