Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Kanerien e-pad ar pleustradeg
Kanerien e-pad ar pleustradeg
- Communiqué de presse -
220 a gan : tizhet ar pal !
War intrudu daou vignon a-gozh, Jean-Claude Taleg ha Lou-Jakez Suignard oa bet aozet an taol-kaer-se...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 18/04/17 16:32

"Skoaz ha skoaz... ar chadenn a vo adsoudet", ha gwir e oa. Re a dud oa e sal vihan ar Sterenn evit degemer kement a dud. Lakaet oa bet ar pal tizhout 100 kaner, ha 220 a zo deuet, gant plijadur da respont pe da ganañ gant ar ganerien mil vrudet.

Er fin, daoust d'an tommder ha d'an dud spontet gant an nebeut a blas evit dañsal, meur a hini oa fromet-bras, ha Daniel Kernalegenn da lavaret : "ar gwellañ gavotenn 'meus danset eus ma vuhez gant hini, pevar bloaz zo oa bet kanet gant Kris Men hag Alem !".

Stered oa barzh daoulagad an danserien, ha gwir eo, ret e vo kenderc'hel da lakaat strolladoù da bleustriñ mod-se e Breizh a-bezh, e Angers memes, gant kelennerien ampart, pe gant tud entanet gant ar c'han hag ar brezhoneg.

Ronan Guebleiz a lâre : "Lorc'h zo ennon da vout kaset 35 den amañ evit kanañ". Un treuzkas efedus, mankout a ra just strolladoù bugale pe tud yaouank (daou oa deuet gant Anjela, trugarez dezhi, ha div liseadez gant Rozenn Taleg). Setu, gourc'hemennoù d'an holl neuze !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons