Put your name here

Chronique
NPK : 19vet fest-noz b'ar c'hraou !
Abaoe blovaezhioù e vez pedet gant NPK e penn kentañ miz Gwengolo sonerien ar vro, kanerien, strolladoù...
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 10/09/17 17:53 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Penn Kelenn : pep bloaz e vez addizoloet al lec'h, gant mogerioù maen evel e bro Iwerzhon, ul liorzh brav, tiez maen tev bro Skaer. Evit an degemer, ar batronez, Martine hag he c'homper, Gi Penseg. Hepto, amañ, ne vefe ket bevet kement a draoù : stajoù e brezhoneg evit ar vugale (vakansoù en ti-feurm), prantadoù natur war ar maez o kanañ hag o farsal e hentoù treuz menhir sant Yann, laezh bio produet 'pad bloavezhioù, stourm evit ar brezhoneg, al labour douar, an dañs hag ar c'han ha diskan, gant skol kan ha diskan sant Turian, hag ar fest-noz "Kan kan" ijinet gante ivez, e miz Meurzh pep bloaz e sal sant Turian. Kemer an hent betek Kerien, pignat e sant Turian, tremen kichen milin Kerchuz, goude Stang Boudilin, setu Penn Kelenn : otoioù er park lec'h, war an hent, leun a dud. 200 den b'ar sal, o flapiñ 'tal an davarn, o tañsal, o seniñ. Kar amañ, "back stage" ebet, ar sonerien a zebr gant an arvesterien, a zañs ganto, a flap ganto. Sevenadur ar vro bevet e brezhoneg, en galleg evit an holl. Bravo d'an aozerien, d'ar re a farde krampouezh : brav an disoc'h, brav ar gouel !

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.