E fin Miz Even e vez aozet gant Gary Chapman ha skol veur Kemper ur staj etrevroadel gant brezhonegerien o tont eus Japan, Broioù Izel, Europa ar Reter, Breizh Veur...
E sal teñval ur pub e Kemper e oa bet degemeret an daouzeg stajiad gant Gary ha Brigitte, boaz da genlabourat. Pedet e oa bet Katell Kloareg, merc'h Brigitte evit kanañ ganti. Met the guest star oa, anat deoc'h, Denise Le Franc, 93 vloaz, kanet ganti "komañs an deiz da hiraat", diskanet gant ar strollad tud yaouank evit meur anezho. Hag evit echuiñ, "Gousperoù ar raned " gant ar vamm hag ar verc'h. Na blijus e oa eskemm e brezhoneg gant tud a galite !