Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
KKB ar bank a c'heller komz gantañ
KKB ar bank a c'heller komz gantañ
- Communiqué de presse -
Emgav etre Ai'ta! ha Kengredit Breizh
En em gavet eo ar strollad Ai'ta ! gant Kengredit Breizh e sez ar Bank er Releg-Kerhuon gant Dominique Andro, pennrener dileuriet (rouedadoù ha servijoù arbennik). Krouet e oa bet
Par Tangi Gicquel pour Ai\\'ta ! Bro Dreger le 10/06/15 23:19

En em gavet eo ar strollad Ai'ta ! gant Kengredit Breizh e sez ar Bank er Releg-Kerhuon gant Dominique Andro, pennrener dileuriet (rouedadoù ha servijoù arbennik).

Krouet e oa bet produioù nevezus war dachenn ar yezh gant Kengredit Breizh er bloavezhioù 80 ha 90 (chekennaouegoù en 1982, bilhedaouerioù e brezhoneg e 1997).

E touez an embregerezhioù bras kentañ o sinañ ar garta "Ya d'ar Brezhoneg" e 2001 'oa bet Kengredit Breizh.

O labourat war un aozadur nevez anvet « Bank an dazont » emañ Kengredit Breizh ha seblant eo bet disoñjet ar brezhoneg. Sklaer eo evel lagad an naer pa weler ar patrom ajañs nevez bet digoret e Plouarzhel. Poent bras eo chañch penn d'ar vazh evit ur bank a zo sañset bout "dibar" , "lec'hel" hag "engouestlet". Spi bras hon eus e vo graet strivoù evit nevesaat ar garta "ya d'ar brezhoneg" bet sinet e 2001 (14 bloaz zo..) gant palioù nevez ha nevezus evit ar yezh.

Un teul zo bet kinniget da Gengredit Breizh gant kinnigoù resis.

Document PDF KKB kengredit Breizh hag ar brezhoneg. Source :Ai'ta!
Voir aussi sur le même sujet : KKB,brezhoneg, bank, karta