Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Hirbannieloù ar vanifestadeg da zont.
Hirbannieloù ar vanifestadeg da zont.
Karrboutin emglev An Tiegezhioù
Karrboutin emglev An Tiegezhioù
Penn ar Bed
Penn ar Bed
- Appel -
Emglev An Tiegezhioù & Lezenn T'obéiras : emgav e Pariz
Gervel a ra Emglev An Tiegezhioù ar vrezhonegerion a gompren an dizurzhioù a glask ar gouarnamant degas er gevredigezh gant Lezenn Taubira d'en em unaniñ dindan e vanniel.
Par Gwilmod Tepod pour EAT le 12/02/13 12:12

58 % eus an dud e Frañs a sav a-enep danvez-lezenn Taubira hervez sontadeg VITA.

N’int ket evit aotren d’ar pared heñvel o rev advabañ bugale.

Aet omp !

Emglev An Tiegezhioù a c’halv ar vrezhonegerion d’an em gavout e Pariz evit manifestiñ o eneberezh a-gevret gant ar Vretoned a zeuio eus Breizh (war-dro 120 karr-boutin), hag e brezhoneg. En engroez a gantmiladoù a dud e vo klasket bodañ ar vinaouerion da seniñ “Kan-bale Kadoudal”.

Emgav : etre Koad Boulogne hag ar Sablons e vo parket karr-boutin EAT (hezoug 06 95 64 13 72).

Hor banniel a vo uhel-mat (5metrad) a-us d’an dud, gant banniel ar Vatikan (Gwenn ha melen) dindan hor Gwenn-ha-du.

Skritelloù brezhoneg a vo dasparzhet d’an dud.

Doue da viro ouzh ensavadur an Tiegezh, gwall-zisteraet gant al lezennoù gall dija, da vezañ pulluc’het gant an danvez-lezenn-se.

Manifestiñ a raio EAT da gentañ evit ar vugale da zont a vo ganet lod anezho a youl gaer o nac’h outo ar gwir da anavezout o gwir zad pe o gwir vamm.

Aozet e oa bet gant Emglev An Tiegezhioù ur c'harr-boutin evit diskeladeg vras an 13 a viz Genver 2013 http://emglev.wordpress.com/2013/01/14/luchskeudennou-eus-ar-vanifestadeg-eus-an-13-a-viz-genver-a-enep-ar-brie-delezh-homo/ ; hini ar sul 24 a vo kenkoulz ha moarvat brasoc'h c'hoazh diouzh ma c'heller barn gant diarbennoù bras-tre en deus kemeret Prefed Pariz http://www.prefecturedepolice.interieur.gouv.fr/content/download/19976/163092/file/Manifestation_24mars_2013.pdf

http:///emglev.wordpress.com

pas de code
Emglev An Tiegezhioù
[ Gwelout pennadoù all EAT]
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons