Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Conference debat -
Tri skrivagner nevez ha daou romant fromus : Priz ar Yaouankiz 2012
Roet eo bet an disoc'hoù e skolaj Henri Wallon hiziv.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 11/06/12 19:06

Degemeret gant Myriam Guillevic, fromet oa bet ar pevar skrivagner (Tamasheq, Iskisaat breur bihan, ha Kroaz Hent) gant an degemer o deus bet hag ampartiz ar re yaoaunk o deus degemeret anezho.

Prientet o doa ar re vras goulennoù evit ar skrivagnerien. Hag e-pad un hanter-eurvezh o deus graet evel kazetennerien gwir, un atersadenn, oc'h ouzhpennañ goulennoù dirak selloù bamet plac'h Radio bro Gwened. Danvez enno, anat deoc'h. Koulskoude n'o doa ket lennet ar re se rummad ar re vras, dre ma oa ul lenn "dudi". Ne oa ket bet lennet al levrioù er c'hlas, met tabutet o deus kalz war pep hini evit votiñ. Ha deuet ganto ar raktres da skrivañ ar bloaz o tont : ur romant "roz" gant ar merc'hed, hag ur romant "skrijus" gant ar baotred. Gwelet e vo benn bloaz. Gant tud Lann er stêr e vez ingal kemeret perzh oc'h ober c'hoariva (Mirdi, Tad Ubu, fest ar pemoc'h...), barzhonegoù (konkour haiku Taol Kurun, da skouer), pe c'hoazh video (filmoù liseidi da welout war Gaouenn. net). Laouen da gomz brezhoneg gant ur brezhoneg bro Gwened a-feson, el reson...

E rummad ar re 6vet/Pevare e oa tost-tre dibaboù ar re yaouank : 42 % o deus votet evit Anthony Renaudin, skolaer e Naoned, evit e "Iskisaat breur bihan". "Dorn dir" avat , skrivet gant Erwan Billant, e Termen e Diwan ar bloaz paseet en doa plijet kalz d'ar re sot gant an heroic fantasy (29%/ hag ar re a blije dezho beajiñ en deserzh a oa 25% eus al lennerien. 5% n'o deus ket dibabet.

E rummad al lise koukskoude e oa bet dibabet kazi gant an holl skolajidi trede ha liseidi "Balefenn houarn" (127 votadeg) , eil "Kroaz Hent", ha trede "Tramor". Brav eo al labour kaset gant Patricia Legrand-Peoc'h ha Katell Chantreau, fromus ha tost ouzh ar grennarded. Da lenn gant an holl, an abretañ ar gwellañ !

Evit ar re o diije c'hoant kinnig ur skrid : afea.free.fr, pe afea [at] laposte.net

a-raok d'ar c'hentan a viz Mae 2013, ma vo atav eus ar priz lakaet en arvar gant ar c'huzul meur Penn ar bed...

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh,priz ar yaouankiz
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons