Setu Lleuwen deuet da lise Karaez evit un abadennig gant al liseidi. Peder c'hanaouenn, e kembraeg hag e saozneg. Hag etre pep hini, ur pennad kaoz prientet mat evit lakaat al liseidi da brederiañ.
Kanañ e saozneg ? Aet e oa skuizh gant ar c'hlotennoù evel "I love you, only you ..." hag he deus kavet gant ar brezhoneg ur vag vihanoc'h, met a gas anezhi kalz pelloc'h ...
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....