226 vues

Goude prezegenn Fulub Kere, setu ar c'han kanet gant an dud ha Soig Siberil

Goude prezegenn Fulub Kere, setu ar c'han kanet gant an dud ha Soig Siberil

L'estaca a zo ur c'han milvrudet 'ba Katalunia, ur c'han a vroud ar stourm a-stroll, gant un istor simpl-tre :

Ar Peul

Gant Tad-kozh e oan o kaozeal
dirak e zor mintin mat
'N ur c'hortoz an heol da barañ
"sell'ouzh tremen ar c'hirri
tad kozh ha gwelet peus ar peul
outañ omp ni staget holl
ma ne zeuomp ket a-benn outañ
ouzh ar gloued 'chomo hor fri

Ma sachomp holl, e tapo lamm
bremañ ne c'hell ket padout ken
sur eo e kouezho, kouezho, kouezho,
brein mat 'tle bezañ dija
ha ma sachez te eus da du
Ma sachan doc'h ar memes tu
sur eo e kouezho, kouezho, kouezho
hag e c'hellimp 'n em zieubiñ.