Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Sommaire -
An Dasson 75 a zo daet er maez !
Emañ An Dasson n° 75 é paouez dont er-maez. Ar gelaouenn embannet div wezh ar blez get Kerlenn Sten Kidna. Unan divyezhek penn-da-benn an hani eo, e brezhoneg hag e
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 25/04/12 12:02

Emañ An Dasson n° 75 é paouez dont er-maez. Ar gelaouenn embannet div wezh ar blez get Kerlenn Sten Kidna. Unan divyezhek penn-da-benn an hani eo, e brezhoneg hag e galleg ; met en niverenn-mañ emañ bet lakaet ar gaoz àr ur yezh arall : kreoleg ar Gwadeloup.

Un ezel ag ar Gerlenn, Christian Le Meut, a zo aet du-hont hag en em gavet eo get Hector Poullet, arbennigour àr ar c'hreoleg, bet kelenner kreoleg ha matematikoù er skolajoù. Un digarez eo da genveriañ stad an div yezh : hervez Hector Poullet, etre 90% ha 95% ag an dud a zo é chom er Gwadeloup a gomz kreoleg. A-ven e ta ar yezh-mañ ? Ha desket e vez er skol get ar vugale ? Pe er gêr ? Ha klevet e vez er straedoù peotramant er skinwell ? Pegourz e vez dibabet get an dud komz galleg pe kreoleg ? Peseurt liammoù a c'heller gwelet etre stad ar c'hreoleg ha kani ar brezhoneg, div yezh e dalc'h ar memes lezennoù, re stad Bro C'hall ?

Reskontoù a gavoc'h e-barzh niverenn diwezhañ An Dasson, met oc'hpenn-se a zo : get Yann Verney eo bet arteset Jean-Claude Le Ruyet, bet skolaer e brezhoneg, aktour, leurennour, hag aozer un dezenn anvet "Paroles, liaisons et normes". Hag er fin, kement ha mont pelloc'h get ar yezh, e vo kavet un teuliad kinniget get Patrig Dréan, a-ziàr implijoù ar verb "Boutiñ" er yezh komzet,.

An Dasson niverenn 75 a vez gwerzhet e stalioù -levrioù 'zo : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (An Alré) ; stal-kazetennoù a-dal d'an ti-gar (An Alré) ; pe e sal Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré : 5 € an tamm (7 € dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58.

Un tañva ag An Dasson a c'heller lenn ar hol lec'hienn internet/Un aperçu d'An Dasson 75 est visible sur notre site internet :

(voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons