100 vloaz Gwalarn el Liamm
100 vloaz Gwalarn el Liamm © photographe

Evit lidañ 100 vloaz krouidigezh Gwalarn e kinnigomp deoc'h, lennerien, da gemer perzh en niverenn a vo gouestlet da Walarn.

Er bloaz-mañ e vez lidet 100vet deiz-ha-bloaz krouidigezh Gwa­larn. Pa vez kaoz eus Gwalarn e soñjer diouzhtu e skrivagnerien meur al lennegezh vrezhonek met ankouaat a reer buan ar pep pouezusañ : al lennerien. « Hep lennerien, lennegezh ebet » a c’hallfemp lâret...
Setu perak en deus divizet skipailh Al Liamm reiñ ar gaoz deoc’h. Displegit deomp peseurt skrid embannet gant Gwalarn (romant, danevell pe c’hoazh n’eus forzh peseurt barzhoneg pe studiadenn embannet er gelaouenn) a blij deoc’h ar muiañ !
Kasit ho skrid (1500 sin d’ar muiañ) a-raok an 31 a viz Mae 2025 da : skridou@alliamm.bzh. Embannet e vint en un niverenn gouestlet da Walarn e 2025. Hervez an niver a skridoù resevet e vo graet un dibab, ar re all a vo embannet war hol lec’hienn.