Strolladoù politikel, kevredigezhioù, skolioù, kalz a yaouankizoù a-dreñv karr-samm Aita, hag un nerzh nevez e manifestadegoù Breizh. Evel Nolwenn Korbell o kregiñ he abadenn o lavarout ma ne cheñch ket ar gouarnamant gant doareoù nann feuls e vo ret soñjal ober mod-all !
C'hwitet penn kentañ ar vanifestadeg gant tud o loc'hañ re abred, ha diaes eo bet neuze da vodañ an dud dre vro evel oa bet raktreset. Naoned, divroidi Paris, Bro Leon, Gwened, Treger, ha Kerne evit echuiñ.
Met e kreiz an dibunadeg e oa a bep seurt sonerezh, laz kanañ ramzel gant ur c'hant bennak a ganerien, ur bagad gant ur c'hant bennak a sonerien, ur strollad tud yaouank o huchal "Stourm, stourm, stourm !"
Hag evit echuiñ ur sonadeg dispar gant Nolwenn, Bernez, Les Ramoneurs de menhirs, Tayfa, Gwennyn Louarn, deuet digoust evit skoazell ar yezhoù bihan.
50.000 den o vanifestiñ e bro C'hall a bezh, hag e vo bouzar ha mut c'hoazh pennoù bras bro C'hall ?