Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Difenn sevenadurioù ha yezhoù "bihan" ar C'hwec'hkorn ha goulenn digant ar Stad anavezout anezhe
A-benn an 31 a viz Meurzh 2012 e vanifesto miliadoù a dud evit difenn sevenadurioù ha yezhoù « bihan » ar C'hwec'hkorn ha goulenn digant ar Stad anavezout anezhe.
Par Les Bretons de Sciences Po Bretoned Sant pour Bretoned Sant-Gwilherm le 28/03/12 10:47

A-benn an 31 a viz Meurzh 2012 e vanifesto miliadoù a dud evit difenn sevenadurioù ha yezhoù « bihan » ar C'hwec'hkorn ha goulenn digant ar Stad anavezout anezhe. Dalc'het e vo ar vanifestadeg-se en un toullad kêrioù hag adlâret a ra kevredigezh Bretoned Sant Gwilherm he souten d'ar yezhoù rannvro evit ma vefent lakaet war-wel hag evit ma chomfent yezhoù implijet gant an dud.

Soñjal a ra dimp ne vezont ket kemeret e kont evel 'zo dleet hirie an deiz : mellad 75-1 ar Vonreizh a anavez ar yezhoù rannvro evel ul lodenn deus glad Frañs met chom a ra dibosubl da implijout anezhe er vuhez foran evel ma vez graet gant ar galleg.

Ur riskl a zo neuze d'ober rannyezhoù eus yezhoù ar C'hwec'hkorn ha na vefent implijet nemet gwech ha gwech all er vuhez foran, e-kichen ar galleg. Ar fed na vefe lezenn ebet war ar sujed-mañ a laosk an dud a gomz ar yezhoù-se a-gostez.

Bretoned Skiantoù Po' o deus bet un tañva eus ar gudenn-se p'o doa savet o c'hevredigezh : hervez kont ne oa ket urzh dimp d'en ober en div yezh, brezhoneg ha galleg. Ar velestradurezh n'he doa roet an tu dimp d'en ober nemet da c'houde ur pezh tabut war dachenn al lezennoù... ha c'hoazh e voe bet roet dimp evel ma vefe un dra dister.

Abalamour d'an holl draoù-se e tibuno dileuridi eus ar gevredigezh dre straedoù Kemper, evit reiñ un testeni deus al labour kaset da benn gant ar gevredigezh abaoe 2010 asambles gant dilennidi, kevredigezhioù, kelennerien, melestradurezh Skiantoù Po' ha pennoù bras eus ar vuhez foran.

Bretoned Sant Gwilherm

Skiantoù Po' - IEP Pariz

bretons.sciencespo [at] gmail.com

27, straed Sant Gwilherm

75 007 Pariz

Document PDF . Source :BSG
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons