Resevet o deus strolladoù c'hoariva an departamant ul lizher
Ha skrivet e oa e-barzh e oa echu gant yalc'hadoù evit ar c'hoariva a youl-vat, hag ar gengevredigezh anvet "C'hoariva" hag a zo bet efedus evit bodañ ar strolladoù teatr en departamant, micher hag a youl-vat. Stummadurioù, daou festival, unan all da vezañ graet e miz Gwengolo 2012... ha netra ken ?
Souezhet e oa implijiadez ar gevredigezh da lenn : "Promotion de la langue bretonne - suppression de dispositifs d'aides aux associations", e penn al lizher.
Met gwashoc'h a zo :
Piv a ra goap ouzh piv ? Se vo gwelet en devezhioù o tont, kredapl.