Tremen a ra buan an amzer eviti : bevañ hag aozañ meur a vod difeuls da stourm a-enep an okupasion gant ar Balestinianiz, aozañ manifestadegoù ganto,livañ mogerioù ar vezh, raktresoù arzel hag all...
Bemdez e vez komzet saozneg pe arabeg ganti. Gant International Solidarity Movement eo deuet amañ : ur "galloud" eo bezañ a-orin eus ur vro estren e
Palestinia, rak muioc'h a wirioù 'zo ganti evit ar Balestinianiz zoken.Ken pemdeziek eo stourm pobl Palestinia m'eo dibosubl dezhi kontañ pep tra. Un nebeut goulennoù memestra.
ABP "- Krista, perak out aet ken pell se ? Perak dibab bro Palestinia ?"
Krista - Perak ket ? Arouez ar pep euzhusañ a c'hell tremen er bed eo hervezon, a fed apartheid, trevadenniñ ha gwallziforc'h. Ouzhpenn da se, ne vez ket roet deomp {er broioù all, laromp} ar c'helou gwir diwar benn ar pezh 'zo tro ba du'se. N'eo ket ur brezel a-fed relijionoù, tamm ebet.
ABP- " Kemer a ri perzh en emgav a vo a-benn nebeut ? Gwelloc'h eo mont betek Tel Aviv ha lavarout sklaer ez eer da Balestinia ? "
Krista : Ya, anat. D'ar 15 a viz ebrel e vo : kerzhit war"bienvenuepalestine.com", da gaout an titouroù ! Ne rin ket rak e Palestinia e vin kerkent !! Ober a rimp trouz deus hon tu ivez... gant ar spi ne chomint ket stanket en Europa evel ar wech paset : ur wech c'hoazh, prouet eo bet deomp ez eus ur galloud divent gant Israel, hag un aon bras ganto rak ar mediaoù ha "galloud" an dud a vez "deus tu Palestina".
Ar bras deus ar pezh a reont a zo maez lezenn : ne zoujont ket ouzh al lezennoù etrevroadel, da skouer.Iskis, neketa ?
ABP. "Ar Balestinianiz : Daoust hag e vo un diskoulm a-benn nebeut evito, hervezout?"
Krista - Diposubl eo da lavarout evit poent. "Diskoulm" an daou stad n'eo ket un diskoulm a-benn ar fin, hervezon : an dour, ar gaz, an tredan, lod bras eus ar boued a vez meret gant Israel e Sisjordania. Trevadennet int abaoe muioc'h evit 60 vloazh. Ne baouezh ket Israel da gendec'hel gant e drevadennoù, da zistruj tiez, da harzal ar Balestinianiz, da implij armoù gwir a-enep da dud difeuls er manifestadegoù.... ha kalz muioc'h c'hoazh.
Ne vo peoc'h ebet keit ma ne zeuio ket ar justis en dro.
Hag an traoù ne z'eont ket war wellaat. Met spi a zo c'hoazh e daoulagadan an dud : manifestadegoù a zo e pep lec'h, kaji bemdez. Chom bev a zo ur stourm, dija.
La lucha sigue !!!
evit gouzout hiroc'h :