D'ar sadorn 14 a viz Genver, adal 9 eur beure, e oa bet aloubet Ti-Post Montroulez gant un tregont stourmer bennak deus ar strollad Ai'ta ! Kaset 'oa bet an taol-se da benn ur sizhunvezh goude ma oa bet digoret he burevioù nevez gant Ar Post. Ur wech ouzhpenn, n'eus tamm brezhoneg enne : nag ouzh ar panelloù, nag er mekanikoù, ha ne vez ket lakaet war-wel an implijidi a oar brezhoneg… daoust d'ar pezh a c'houlennomp ingal dibaoe 4 bloaz bremañ.
Ar Post ne ra foutr deus ar brezhoneg… Evit diskuliañ kement-mañ eo bet pegsuniet an holl banelloù nevez, a-raok n'ez afe hor stourmerien en o c'hoazez war al leur. Dibab a reas renerezh Ar Post serriñ he stal, ha chomet eo tud Ai'ta ! enni betek kreisteiz a-raok asantiñ mont 'maez da adkavout o c'hamaraded.
Keit ma n'houllo ket Ar Post ober gant ar brezhoneg e talc'himp gant oberennoù seurt-se ha kreñvoc'h zoken.