Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Revue de site -
Aze ez a ar re varv
Ar webcomics gant Valériane Duvivier Sinopsis E bed ar Bayouk, lezennet gant reolennoù an hudouriezh, emañ ar galloudusañ eus an holl hudourien, ar Strobineller, o ren abaoe kantvedoù, dre an tan ha
Par Stefan Carpentier pour Ar Gripi le 4/01/12 22:09

Ar webcomics gant Valériane Duvivier

Sinopsis

E bed ar Bayouk, lezennet gant reolennoù an hudouriezh, emañ ar galloudusañ eus an holl hudourien, ar Strobineller, o ren abaoe kantvedoù, dre an tan ha dre ar spont. Ne gred nep hini mont dezhañ, ne sav den ebet e vouezh pa skrap bugale pe danvez sorserien varrek.

Betek an deiz ma lazho-eñ ur c'houblad yaouank dindan dec'h hag o mab nevez-c'hanet, dre zial, dre zroukrañs.

O merc'h Sunday, chomet bev, a dou tapout he veñjañs ha talvezout dezhañ an teir buhez-se.

Neud ha nadoz da armoù nemete dezhi, skoazellet gant he merc'hodenn vodou Mojo, kasoni leizh he c'halon ouzh ar Strobineller, e ray ur verc'hig dek vloaz ar pezh na oa bet kredet ober gant den er Bayouk: en em sevel.

Evezhiadennoù

En Aze ez a ar re varv e vez kontet buhez Sunday, ur plac'hig en he dek vloaz ha hini he merc'hodenn Mojo.

Mar klaskit avanturioù hud ha fentus en ur bed marellet a liv evel ur pakad madigoù, it gant ho hent.

En Aze ez a ar re varv e vo anv eus dial, eus ar pezh e vezer prest da aberzhiñ evit e dapout.

Eus an droug ret hag eus an hini n'eo ket kement.

Eus an dibaboù na vezont ket ar re vat dalc'hmat pe, gwech a vez, penaos ne vez ket da zibab tamm ebet.

Eus ar fazioù graet an den, hag a zibab reizhañ anezhe, pe get.

E gerioù all, en Aze ez a ar re varv, e kavot abred pe ziwezhat:

-Zombied (tud, evned, chas, amprevaned, brein pe vreinoc'h an holl anezhe)

-Gwallerezhioù bezioù.

-Hudouriezh du.

-Merc'hed ha paotred en noazh.

-Tud-vleiz. Merc'hed ha paotred en noazh zo anezhe ivez.

-Leoù-touet, kunujennoù hag anvioù evned all.

-Traoù arvarus e-keñver ar mad, a-berzh ar re vat, evel a-berzh ar re zrouk pe ar merc'hodennoù vodou na oufent petra eo skiant ar mad ha pa vefe skoet un taol anezhi gante.

-Fent du. Du-pod.

An oberourez

Graet ma soñj ganin pa oan 8 vloaz e vijen tresourez bannoù-treset (pe dañsourez, pe furlukin) hag abaoe e kendalc'han da dresañ, aheurtet ma'z on.

Goude bezañ bet e meur a skol arzoù (Emile Colh e Lyon ha Supinfocom e Valanciennes en o zouesk) emaon bremañ war ar vicher grafourez skeudennaouerez dizalc'h, ispisializet er c'hoarioù video war letrin c'hoari hag en linenn, hag embann a rin ma levrioù bannoù-treset ma-unan.

Awenet eo ma labour gant an doare tresañ a Vro-Japan hag ar manga (Naoki Urusawa, Katsuhiro Otomo, ar studio Ghilbi), ar bannoù-treset gall-ha-belgiat, Tim Burton, Neil Gaiman ha ma skeudennaouerien garetañ, Brian Froud, Paul Kidby, Ursula Vernon e-touesk re all.

Troet e vez ar webcomics e saozneg gant skoazell Richard Roberts hag e brezhoneg gant Stefan Carpentier.

E pe lec'h kavout anezhañ:

E galleg: Ici Vont les Morts (voir le site)

E saozneg: Here be Voodoo (voir le site)

E brezhoneg: Aze ez a ar re varv (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : brezhoneg, webcomics, bannoù-treset
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons