Buhezour e Chapel Nevez, stummer DABU, kaner kan ha diskan, sot gant c'hoarioù graet e koad, sonerezh "glas" Jean-Yves Bardoul ha Henri Konan, eus Botoa, un den a stourm evit skol Diwan Plounevez Moedeg , setu ur paotr a oar lakaat ar vugale da ganañ forzh peseurt kanaouenn droch ijinet gantañ, etre "ar velc'houedenn Kemper kavet e bro Dreger" ha an "Tektonik"...
C'hoarzadegoù e leiz a zo bet gant Erwan Hemeury e Karaez, e korn ar vugale. E brezhoneg hag e galleg, evit ar gerent dreist-holl, kement a vugale a ouie brezhoneg.
Gant ma vo c'hoazh kement a blijadur pep sul goude merenn e-pad ar mizioù Du !