Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Reportage -
FNAC: ne pas tomber dans le panneau
FNAC Roazhon. Pell zo n'oan ket bet. Ha me mont dec'h. Dilojet e oa ar stal, n'em boa ket kavet an ti rak-tal, e mil-hent-dall ar stalioù. Klevet em eus
Par Mark Kerrain pour Mark Kerrain le 30/05/11 8:38

FNAC Roazhon. Pell zo n'oan ket bet. Ha me mont dec'h. Dilojet e oa ar stal, n'em boa ket kavet an ti rak-tal, e mil-hent-dall ar stalioù. Klevet em eus e oa panelloù brezhonek. Pa oan erruet e oan bet ur pennad a-raok gwelout an hini kentañ: “levrioù”. Marteze ez eus re all, met daoulagad fall am eus.

Klask a ran korn al levrioù brezhonek. Gwelout a ran ur skritell “Bretagne”, n'eo ket Breizh: arabat kas an divyezhegezh re bell memes tra. Ne gavan mann. Goulenn a ran pelec'h 'mañ al levrioù brezhonek. « Anaout a rit « les bretonnismes » ? eme ar plac'h ? –Levrioù brezhonek a glaskan, a respontan. Gant un titl e brezhoneg, ha pajennoù e brezhoneg. – N'eus ket . Kenavo » Kenavo d'ar FNAC. Hep distro.

Voir aussi sur le même sujet :
Cet article a fait l'objet de 1437 lectures.
Vos 5 commentaires
Steven Le Calvez Le Lundi 30 mai 2011 19:39
Evel-just n'eus ket trawalc'h a vrezhoneg, anat d'an holl. Bremañ ez eus un tamm muioc'h eget e Virgin, Forum, Fayer et Larcher, Cultura... Gortoz a ran pennadoù Mark Kerrain war ar stalioù-se...
(0) 
Stounk Le Lundi 30 mai 2011 21:52
feuket eo MK kar n'en deus ket gwelet e levrioù dezhañ, skrivet dindan e bluñv dezhañ, un dristidigezh me lar deoc'h ! emsav e vije dezhañ digeriñ stalioù dindan e anv ha n'eo ket mont da glask afer ouzh ar re all, bretonnismes hag e-se...
(0) 
mark kerrain Le Lundi 30 mai 2011 22:29
Aotrou dizanv, pell zo e tarempredan ar stalioù-levrioù, hag anaout a ran ar c'hemm etre ul levr gallek hag unan brezhonek,evel kalz a dud ; ma ne rit ket, eo peogwir ne gomprenit ket pezh zo 'barzh?
(0) 
Mark Kerrain Le Lundi 30 mai 2011 22:37
Steven: ne gavez ket un tamm iskis ur stal levrioù gant panelloù brezhonek hep levr brezhonek ebet?
(0) 
Francis Salaün Le Lundi 30 mai 2011 23:57
Ret eo deoc'h gouzout n'eo ket aes tamm ebet mont en-dro ur stal bras evel ar FNAC evit degemer al levrioù. Ret eo d'al levr bezañ degemeret en un doare broadel, ha n'eo ket a-stal da stal !
Setu perak n'eo ket anat lakaat levrioù en hor yezh da vont e-barzh, hag ur gwir dipit eo eta ! Met o c'houlenn hag o lakaat gwask n'eus abeg ebet ne vefe ket posubl dont a-benn e fin ar gont.
A galon,
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons