Teatr e brezhoneg e Baod : Malachap Story
C'hoariet’vo "Malachap story" e Baod d'ar sul 15 a viz Mae, 3e d'enderv, e-pad gouelioù skolioù Diwan Baod. "Malachap stori" zo ur western tennet ag ur pezh c'hoari fentus skrivet e galleg get René de Obaldia, "Du vent dans les branches de sassafras". Lakaet eo bet e brezhoneg istoer ar familh Gourvenneg, labourizion douar e tal Malachap city, er C’hentuky, e penn kentan ar XIXet kantved. Met n'eo ket sioul ar vuhez get an Indianed a zo ar hent ar brezel... Eizh aktour zo : Maurice Jouanno (Job Gourvenneg), Armelle Boullé (Anna Gourvenneg), Marc Brustiec (Doktor Ar Floc’h), Yann Collias (Kevin Gourvenneg), Natacha Ar Gall (Jennifer Gourvenneg), Kristen Pennberr (Lagad Klujar ha Lagad Erer), Yvette Brustiec (Deborah - Buan el un tenn); Christian Le Meut (James Billy). Leurennourez : Yvette Brustiec. Evit gouiet muioc'h : Skol Diwan Baod, Tél : 02.97.39.03.39. Mel : skol-diwan-baod [at] libertysurf.fr