Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Stourmerien evit ar brezhoneg : Ai'ta ! lakaet dindan evezh ar polis ...
Anavezet eo ar strollad Ai'ta ! Evit e "happenings" nann-feuls ha dic'hortoz. Met ar wech-mañ, en ti-post Landerne, trenk ar soubenn etre ar rener hag ar vanifesterien.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 3/11/10 1:17

Aozet e oa bet un « Die-In » e ti-post Landerne gant Ai'ta ! d'ar meurzh 2 a viz Du, ha graet e oa bet gant ar pal goulenn ma vefe tu implij ar brezhoneg enno.

Aozet e oa bet an oberenn deiz digoridigezh ajañs nevez post Landerne ha n'eus ket plijet tamm ebet da rener an ti.


11e30, 15 stourmer bennak eus Ai'ta ! a za tre er Post, gwisket gant o zi-chirtoù orañjez ha maskloù gwenn war benn pep hini. An holl a c'hourvez war al leur p'emañ lod all er maez o staliañ ur pezh mell giton skrivet warni « Brezhoneg bev ! langues minorisées, à quand la fin du mépris ? ».

11e35, fuloret ruz rener an ti post gant an oberenn-se. Hervez, vefe ket tu d'an implijidi labourat a zigarez da son ar pib-ilin. Boutañ 'ra war an archerien evit ma rafent un dra bennak.

11e41, diviz a ra rener an ti post serriñ ar stal, gant ar stourmerien, pratikoù, ar gazetennerien hag eizh archer bennak en ti.

11e57, klask a ra an archerien tapout ha kas ar stourmerien ' maez. An holl astennet en em stag an eil re d'ar re all.

12e15, deuet eo a-benn an archerien da zirouestlañ divrec'h an dud. Pevar stourmer zo paket, daou diouto staget mennotennoù d'o zaouarn.

13e, an holl stourmerien zo bet dieubet. Fichet int bet gant an archerien. Gallout a rafe an ti-post dougen klemm a-enep Ai'ta !


Setu neuze kemenadenn stourmerien Ai'ta :

"Dirak kement a feulster ez eo feuket stourmerien Ai'ta ! gant doareoù archerien zo hag ar Post. Goulenn a ra ar strollad ma vo doujet da yezh breizh izel ha ma vo roet tro d'ar boblañs implij anezhi e pep lec'h. Trugarekaat a ra ar strollad Ai'ta ar familhoù ha bugale Landerne deuet d'an oberenn ha lod diouto gwallgaset gant komzoù taer rener ar Post. Digas a reomp da soñj o doa votet “Ya” 78 % eus an 13 062 a mouzherien d'ar goulenn “Faut-il généraliser le bilinguisme breton-français” en Telegramme un nebeud mizioù zo (Sellout ouzh ar poltred stag).

Da c'houzout ivez, pa ne vez ket divyezhekat an tier post nevez gant an ti-post, ez a neuze ar stal a-enep ar “Convention-cadre” evit wareziñ ar minorelezhioù broadel, bet savet e 1995, e parlamant Strasbourg, gant Kuzul Europa.

Gervel a ra Ai'ta ! Ar Vretoned da chom war evez heuliad an afer-mañ. Ma vez kaset ar strollad dirak al lez varn evit e stourm evit ar yezh, e vo ret d'an holl Vretoned kompren mat ez eo ar brezhoneg afer an holl Vretoned, ha diskouez o c'hengred !"


Ur fest-noz souten a vo aozet d'ar merc'her 10 a viz Du e Brest.

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1942 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 4 commentaires
Yann Saïg Karadeg Le Mercredi 3 novembre 2010 21:38
Hep brezhoneg breizh ebet
Hep stourmerien viken ebet
En ti post
E peb lec'h
Brezhoneg bev

(0) 
Stephane Kerbellec Le Jeudi 4 novembre 2010 15:43
Goulenn pe gortoz un dra bennak deus paris, Brusel pe Strasbourg !!
Adarre sonjou deus tud lent siwazh.
An oberiou zo mat pas an prezeg.
Ha bon le breton langue de la basse bretagne mais pas celle de la bretagne toute entiere, sauf peut etre quand il s'agit d'aller a la fac de Rennes ou l'iufm de St Brieuc.
Ai'ta bien mais peut mieux faire.
(0) 
Ronan Le Déroff Le Jeudi 4 novembre 2010 15:56
Evidon me ne c'hortozan ket e ve "roet tro" din komz brezhoneg. Mont a ran e brezhoneg gant an holl, ha brezhonegerion pe anvrezhonegerion e vent, ingal eo din ; hag abaoe an amzer ma ran evel se ne ran ket mui kalz a van, boaziet on ouzh ar skalfad ersavioù a c'hell emgavout dirazon. Peurliesañ ne gompren ket an dud zoken ez eo brezhoneg a gomzan ; na pet gwech ez on bet kemeret evit un izelvroad ! Gant ar re-se ne sav kudenn ebet peurliesañ, dont a reer a-benn da gengehentiñ, gant skoazell jestroù, pe un nebeut saozneg pa ne zeuer ket a-benn da ober a-hent all. Gant ar re a verzh ez eo brezhoneg a zeu ganin e vez "diaesoc'h" an traoù peurliesañ (ha c'hoazh... emvoaziet on bremañ.), lod n'int ket evit gouzañv e ve komzet brezhoneg outo. Pa ! Chom dibleg eo a zo da ober. Ned eo ket berzet c'hoazh e Frañs komz ar yezh a fell d'an unan komz, en tiez post pe e lec'h all.
Goulenn ma ve brezhoneg e lec'hioù 'zo, evel ma ra aï' ta!, zo un dra vat, hep mar... Ned eo ket evit kelo e rankfed tremen hep komz brezhoneg hepken el lec'hioù-se, evel e lec'h all, ha pa ve panelloù e brezhoneg pe get, ha pa ve brezhonegerion an dud pe get.
(0) 
fabris cadou Le Jeudi 4 novembre 2010 19:10

Hervez kemenadenn Aita e vefe ar brezhoneg yezh Breizh Izel,hunvreal a ran aze ! N 'eus ket deus ar brezhoneg e Breizh uhel hervezoc'h eta hag e lârit c'hwi ma gomprenan mat « Hep brezhoneg, Breizh Izel ebet! » neuze ?
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons