Prest oc'h d'ober anaoudegezh gant un toullad tud iskis ? Setu Kerloc'h-Omnes, enklasker ha debrer pizza ; ur reder-noz spontet, hag a chom er gêr bremañ ; ur c'habiten eus Naoned ; ur vondianez eus Benac'h. Diwallit ouzh ar pesked a gavit en ho poest-lizheroù : pesked-Ebrel int marteze. Krenit o lenn gweladenn un amezeg war hon Douar-patatez. C'hoarzhit gant troiad Herve hag Enora da Virdi Roazhon. Selaouit istor ar priñs ha ne oa ket dimezet d'ur baourez. Hunvreit e Kêr Is hag ar briñsez Dahud. Dihunit goude emgann an Alre. Beajit da Afrika. Ha deskit penaos e oa ar vuhez a-raok amzer ar skinwel.
Unnek kontadenn, kozh ha nevez, evit ar studierien.
Sav-Heol
Skignet war-eeun gant Sav-Heol
73 p. – 14,8 x 21 cm – Eost 2010 – ISBN 978-2-9534848-1-6 – 7 €
Sav-Heol / Kuzul ar Brezhoneg
14 Louzaouenn-an-Hañv
22300 LANNUON
02 96 48 03 00
kab [at] brezhoneg.org