Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Kinnig Kampionad Lazioù-kanañ Breizh 2010
Kinnig Kampionad Lazioù-kanañ Breizh 2010
- Communiqué de presse -
Kampionad Lazioù-Kanañ Breizh 2010
Kinniget 'vo 5ved Kampionad Lazioù-kanañ Breizh d'ar 14 a viz Gouere 2010 a zo renket gant Kevread Kanomp Breizh asamblez gant Gouel Kann al Loar. Louise Ebrel 'vo prezidantez
Par Le Guillou Armelle pour Fédération Kanomp Breizh le 28/06/10 14:49

Kinniget 'vo 5ved Kampionad Lazioù-kanañ Breizh d'ar 14 a viz Gouere 2010 a zo renket gant Kevread Kanomp Breizh asamblez gant Gouel Kann al Loar. Louise Ebrel 'vo prezidantez ar jury er bloazh-mañ .

Digoret eo ar C'hampionad d'an oll laziou-kanañ a zo kapet da ganañ war dro pempzeg munut, tonioù brezhoneg, kanaouennoù hengounel kendoniet pe krouedigezhioù a-vremañ evit al lazioù-kanañ. Un ton choazet gant C'hevread Kanomp Breizh vo red dezhe kanañ ouspenn.

Er bloazh-mañ, evit trugarekaat ar prezidantez, a zo bet choazet ur c'han da zañsal brudet, ur c'has a barh : Merh a Miliner. Louise Ebrel a gano an ton-se asamblez gant an oll korist e-pad an abadenn diwezhañ.

Er fin ar c'hampionad vo añved Kampion Breizh al Lazioù-Kanañ.

Dreist : Evit ar wech kentañ, daou strollad gwregel a zo war ar roll.

War lerc'h ar c'hampionad, sonadeg espar Kampion Breizh 2009 : Kanerion an Oriant.

2e : Penn kentañ ar C'hampionnad

4e : Sonadeg Kanerion an Oriant, hag arlerc'h lazioù-kanañ ar C'hampionad

5e10 : Ar resultajoù

War ar Roll :

- Allah's Kanañ

- Kan Awen

- Les Océanes d'Océanis

- Mouez Bro Landi

- Mouezh Paotred Breizh

Sal ar Family, Landerne. Mont-e-barzh : 10€, 8€, digoust – 12 vloazh.

Voir aussi :
Krouet eo bet Kevread Kanomp Breizh gant renerien al lazioù-kanañ a gan e brezhoneg, a oa izili kommision Kan Kendalc’h. Ganet eo bet dre voloñtez ar c’hengevread ha d’ar c’hompozer René Abjean, ha gant sikour rannvro Breizh. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo Kanomp Breizh.
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.
[ Gwelout pennadoù all Fédération Kanomp Breizh]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons