Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Stumdi : daou staj berr e-pad an hañv
Chom a ra c'hoazh un nebeut plasoù evit an daou staj berr a vo kinniget e miz Gouere e Landerne ha Pont-Skorf eus ar 5 d'an 9 a viz Gouere 2010
Par Claudie Motais pour Stumdi le 21/04/10 11:37

Chom a ra c'hoazh un nebeut plasoù evit an daou staj berr a vo kinniget e miz Gouere :

Landerne : Dindan al loar gann

Eus ar 5 d'an 9 a viz Gouere 2010

Da vare Gouel Kann al Loar e Landerne e vez kinniget gant Stumdi ur sizhunvezh tematek evit deskiñ brezhoneg pe/ha mont pelloc'h gant ar yezh. Roet e vez d'ar stajidi an digarez d'ober "skol al louarn" e kreiz-kêr Landerne dre ziduamantoù : pourmenadennoù kontet, c'hoarioù... ha kalz a souezhadennoù-all !

Pont-Skorf : Kêr an Arzoù...

Eus ar 5 d'an 9 a viz Gouere 2010

E-pad ar staj-mañ e Pont-Skorf e vez roet tro d'ar berzhidi da vevañ e-barzh un endro gwenedeg en ur pleustriñ war tachenn an arzoù : oberennoù liammet gant aikuioù (barzhonegoù berr e teir linenn, mod bro Japan), luc′hskeudennoù, troioù bale da zizoleiñ an diskouezadegoù, sketchoù, sonennoù, dihustelloù…peadra da glokaat an abadenn a vo graet e fin ar staj : ur filaj-arvest-diskouezadeg.

Digor eo da nep piv bennak a fell dezhañ deskiñ an diazezoù pe zonaat e anaoudegezhioù.

Ar sizhunvezhioù-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez. Ur priz ispisial a vez kinniget d'ar studierien ha d'an dud dilabour.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons