Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Revue de site -
Edubreizh : Ar c'hinnigoù hag ar prizioù.
Dre goumanantoù ez a Edubreizh en-dro. Da loc'hañ gant hor savenn-stummañ e kinnigomp daou zoare disheñvel http://www.edubreizh.com/. An doare kentañ, Kenta e anv, a zo gouestlet d'an dud gouest da labourat
Par JF Le Cloarec pour Skolanet le 23/09/11 9:45

Dre goumanantoù ez a Edubreizh en-dro. Da loc'hañ gant hor savenn-stummañ e kinnigomp daou zoare disheñvel http://www.edubreizh.com/.

An doare kentañ, Kenta e anv, a zo gouestlet d'an dud gouest da labourat drezo o-unan da vat. Gallout a reer : tizhout hag implij an dafar pedagogel, kement hag hon eus c'hoant

Kemer perzh er foromoù ha krouiñ strolladoù labour da lieskementiñ an eskemmoù etre ar berzhidi a sikouro an deskidi da vont war-raok.

Mat eo an doare-se da glokaat kentelioù-noz.

An eil zo añvet Waraok. An doare gwellañ eo d'an nep a glask ur stummadur heñchet evit bezañ broudet en un doare reoliek. Ouzhpenn ar pezh a gaver er formulenn Kenta, e vo kinniget un eurvezh kentel enlinenn (dre ar rouedad eta) bep pemzektez lusket gant ur stummer a-vicher.

15 € /miz eo priz ar c'houmanant diazez ; talvoudegezh, well-wazh, ul levr pe ur bladenn.

Kinnigoù all a zo evit ar frammoù a fellfe dezho dont da geveler gant Edubreizh pe evit ar c'hopridi c'hoant ganto implij o gwirioù stummañ hiniennel (DIF) a benn heuliañ kentelioù Edubreizh.

Muioc'h a didouroù aze : http://www.edubreizh.com/abonnez-vous/

logo
Edubreizh, plateforme en ligne pour des cours de breton accessibles gratuitement pour tous, en tout lieu et à tout moment.
[ Voir tous les articles de Skolanet]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 0) + 2 ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons