Gouel laz-kanañ « La voix dans tous ses états » , adalek ar 14 betek an 22 a viz Gouere e Kintin (22), a zegemero Claude Nadeau evit ur sonadeg espar d'an 19 a viz Gouere da 8e45 e Penniliz Kintin, gant Laz-seniñ Traoñienn al Liger, dindan renerezh Gilles Lefevre.
E-kerzh ar sonadeg-se e vo klevet labour al laz-kanerien (renerezh: Rémi Corbier), Stabat Mater Pergolesi (soloourien : Lys Nordet ha Jean-Pierre Tazé ), ar C'hengerzad evit oboell gant Cimarosa (soloour : Michel Tizon) hag ar C'hengerzad evit ograoù op. 4 niv. 6 gant Handel, ha gant Claude Nadeau evel soloourez war ograoù ar Benniliz, ur benveg savet gant ar Roazhonad Jean-Baptiste Claus en 19vet kantved, ha rummet monumant istorel abaoe 1999.
Anavezet-mat eo Claude Nadeau gant ar Vretoned p'eo bet diazezet ganti skol Diwan Pariz. Unan eus ar sonerezed yaouank a vez goulennet ar muiañ eo ivez e-touez bed ar sonerezh kozh. Ar seizhvet rummad sonerien a iliz eo en he familh a orin eus Kebek. Plijout a ra dezhi kontañ an dra-mañ : pa oa yaouank a oa bet azezet dirak un ograoù hag e oa bet lavaret dezhi ur ger hepken : « c'hoari ! »
Ha diwar neuze eo bet pinvidik-tre ar bloavezh 2007 evit ar sonerez yaouank-mañ : graet he deus he c'hammedoù kentañ e miz Genver evel soloourez war ar c'hlavisim en Opera Pariz, ha graet he deus un droiad e Japan, gant skoazell Kuzul-rannvro Breizh, evit diskouez d'ar Japaniz ar sonerezh breizhat. Ar sonadeg e Kintin a vo un abadenn dreistordinal evit an arzourez, abalamour ma vo he sonadeg kentañ gant ul laz-seniñ, gant un oberenn leun a vuhez ha leun a startijenn.
Abaoe 10 vloaz dija ez eo Kintin kalonenn gouel ar vouezh « La voix dans tous ses états » , gant kanerien ha sonerien eus Frañs a-bezh hag eus lec'h all. Er bloaz-mañ, e-pad seizh devezh stummadur e vo al laz-kanañ o labourat an oferenn « Nelson » gant Haydn ha rollad tonioù an operetenn . C'hwec'h sonadeg a vo kinniget e-pad ar sizhun.
Lec'hienn : (voir le site)
blog (gant MP3 da selaou): (voir le site)