2007 : 30 vloaz eo skolioù Diwan ! Evit lidañ an degouez-se e kinnigomp deoc'h lakaat an t-shirt dibar krouet a-ratozh gant Kukuxumusu + Bokart. Brudet mat eo an embregerezh euskarat-mañ a-drugarez d'ha saout fentus ha pennfollet.
Krouet en deus Kukuxumusu + Bokart un dresadenn dibar a ziskouez ar gouel bras-se tro-dro d'un tantad, gant tud an holl remziadoù o tañsal war blasenn bublik.
En traoñ an dresadenn e vez lennet an het graet gant Añjela Duval pa oa diazezet er skol Diwan gentañ en Gwitalmeze (Penn-ar-Bed) e 1977 : « Evel ma sav ar raden e gwasked ar man ra resko stan ha laouen bugaligoù DIwan » .
Vak emañ an t-shirt war pevar liv (glas sklaer pe teñval, melen, ruz), tri stumm ha 12 ment. Gwerzhet e vez 12 euro gant skolioù DIwan ar vro pe dre an Internet war tshirt.diwan.free.fr (paeañ sur dre bPayPal, 3 euro frejoù kas). Arc'hantet vo ar skolioù Diwan gant ar gounidoù ; lik, digoust ha digor d'an holl eo skolioù Diwan.
Titour digant : Skol Diwan Louaneg, tshirt.diwan [at] yahoo.fr + tshirt.diwan.free.fr