Laouen eo Kalon Plouha o kinnig deoc'h he staj "Eost 2007" : kentelioù brezhoneg war 4 live gant Sedrig Laur ha Lan Tangi (Roudour), Mari-Jo ar Rouz ha Tomaz Jacquet ; pe stal c'hoariva gant Bob Simon. Ouzhpenn-se, kan gant Louis-Jacques Suignard, prezegennoù, kerzhadennoù, kejadennoù ouzh tud ar vro, hag abadennoù diouzh an noz... Kement-se, e Plouha, eus ar 6 d'an 11 a Eost 2007 150 Euro / ar sizhunvezh (120 evit ar re zilabour, ha distaol 20 Euro evit ar re bet er staj warlene) + 25 Euro / 5 merenn (kemeret a-gevret war al lec'h). Titouroù ha paperenn enskrivañ (da adkas dre ar post) a vo kavet war : www.kalon-plouha.bzh.bz pe dre bostel da : kalon.plouha [at] wanadoo.fr, pe dre bellgomz d'ar 02.96.22.49.79.