Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Gwen Huon : marv eo rener Keav, mignon ur bern brezhonegerien
Un devezh trist eo hiziv, daoust d'an heol gorr ha d'an nevez amzer : marv eo Gwen Huon, yaouank c'hoazh, prest da sikour, da zegemer an holl stajidi, deskidi, da forzh peseurt oad, ha da forzh peseurt live...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 23/04/21 20:04
Gwen Huon :

Un devezh trist eo hiziv, daoust d'an heol gorr ha d'an nevez amzer : marv eo Gwen Huon, yaouank c'hoazh, prest da sikour, da zegemer an holl stajidi, deskidi, da forzh peseurt oad, ha da forzh peseurt live gant ur fent... divent.

Breur Huon, mab Huon, stourmer evit ar brezhoneg abaoe e yaouankiz, kelenner saozneg sot gant ar c'helenn, hag an treuzkas, ne veze ket gwelet war platoioù tele pe war ar c'hazetennoù alies. Koulskoude, ma z'eus un den en doa kontet evit remziadoù stajidi, skolidi, kelennerien, ... pa zeue an hañv, asambles gant Ana ar Beg, e oa un den anvet Gwen Huon, gant e spered digor a chomo ba penn pep hini an dud o deus graet anaouedegezh gantan.

Mersi bras neuze, ha gourc'hemennoù a gengañv gant an holl izili er familh, glac'haret gant koll Gwenael.

Beaj vat en tu all, breur kozh !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 6 commentaires
Michel Treguer Le Mardi 27 avril 2021 10:30
Kenavo Gwen ! Gant va gwella envorennou, Mikeal
(0) 
Michel Treguer Le Vendredi 30 avril 2021 09:01
Kenavo Gwen ! Gant va gwella envorennou, Mikeal
(0) 
Naon-e-dad Le Vendredi 30 avril 2021 21:37
Pa gav brezhonegerien kenetrezo, ha pa vefe disheñvel o live war ar yezh, n’eus netra plijusoc‘h eget eskemm un toullad frazennoù e brezhoneg. Frazennoù! A-walc’h eo evit lakaat laouenaat kalon ar re a ra gant ar yezh. Mod-se e oa gant Gwenn Huon, den hegarat ma z’eus. Anavezet ‘m ’oa anezhañ evel kelenner KEAV (e Skaer, d’ar poent-se), e welet am oa lec’h pe lec’h, ur wech an amzer : gouel al levrioù e Karaez, dibenn ar redadeg e Lokoal-Mendon.
Er wech-mañ en doa diskouezet din penaos e oa eñ gouestl da gomz e mod-KLT koulz hag e mod-gwenedeg. En e bleud e oa abaoe e vugaleaj: bevet e noa ar familh e Brest, pa oa ar vamm genidik eus bro-Wened.
Hirio, ne c’hellan chom hep soñjal en eñvorennoù-se ken berr m'emaint hag e poan e zaou vreur all, a-dra sur...
(0) 
Me Le Mercredi 5 mai 2021 10:43
Mignon D'UR bern brezhonegerien ...
(0) 
Milena Krebs Le Mercredi 5 mai 2021 21:20
Me : piv eo ?
ha petra eo ar reolenn neuze ? Bezit resisoc'h, gwelloc'h eget huchal gant lizherennoù bras, me gav ganin... MK
(0) 
Me Le Mercredi 12 mai 2021 18:01
N'eus ket reolenn ebet, e-giz-se 'vez lâret an dra-mañ amañ e brezhoneg prop.
"Hennezh zo ur mignon da ma c'hoar, hennezh 'oa ur c'hamarad din, bez 'zo ur c'hamarad din a zo aet gant ar c'hleñved ..."
Me, un den ha n'eo ket gouest da "huchal" dre skrid.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons