Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
55 mn e Liseoù Diwan e klas Termen : betek pelec'h e yelo ar Stad ?
Ur vezh ruz, hag ar fulor e penn pep brezhoneger.ez : penaos, goude manifestadegoù Kemper ha Brest, embann e vo treutaet c'hoazh niver a eurvezhioù brezhoneg evit ar bak ? Ober goap ouzh ar Vretoned, an Euskariz, petra eo o fal ?
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 22/03/21 12:33
Molac ba Kemper : hag efedus e vo e stourm ? :

Ur vezh ruz, hag ar fulor e penn pep brezhoneger.ez : penaos, goude manifestadegoù Kemper ha Brest, embann e vo treutaet c'hoazh niver a eurvezhioù brezhoneg evit ar bak ? Ober goap ouzh ar Vretoned, an Euskariz, petra eo o fal ?

Resevet er mintin-mañ, evel ur bern tud all, gerig Lena Louarn, spontet gant politikerezh ar stad :

"O paouez deskiñ e vo digresket eurvezhioù kentelioù war ar brezhoneg e lise Diwan Karaez adalek miz Gwengolo 2021, ne chomo nemet ur prantad 55mn/sizhun evit pep klasad…

Digresket e oa bet da 2 brantadX55mn/ sizhun betek ar bloaz-mañ hag ar bloaz a zeu ne chomo nemet 55mn.

Ar pezh zo bet rentet d’ar skolajoù Diwan goude manifestadeg Brest n’eo ket bet da lise Diwan

A vloaz da vloaz e vez digresket hollad an eurioù/bloaz roet gant an deskadurezh stad da lise Diwan, an eurvezhioù kollet-mañ a rank bezañ tennet diwar danvezioù 'zo...

Penaos e c’hello al liseidi mont war-raok e brezhoneg gant 1e/sizhun evit dont da vezañ barrek da genderc’hel da gomz brezhoneg goude al lise ?

Hag e 2022 : ZERO mn/sizhun ? "

Voir aussi sur le même sujet : brezhoneg, stourm, diwan, kelenn
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 3 commentaires
Mark Kerrain Le Mercredi 24 mars 2021 09:39
Perak ne vo nemet 55 munut? Peogwir ne bae ar stad c'hall nemet 55 munut? Pe peogwir ez eus urzh groñs gant ar stad c'hall, dindan boan a gastiz (tell-gastiz, mizioù en toull-bac'h d'ar rener-skol) da chom hep kelenn teir eurvezh? Ma n'eo nemet un afer arc'hant, on prest da reiñ arc'hant, ha tud all kar-o-yezh moarvat, da baeañ ar c'helenn brezhoneg a-hed ar bloavezh-skol.
(0) 
Jiler Le Mercredi 24 mars 2021 18:59
Mark Kerrain zo un den kalonek ha brokus, enor dezhañ!
Met d'ar stad eo da baeañ. Ar vretoned a bae o zailhoù, perak ne baefe ket ar stad ar goproù?
D'ar bolitikourien da ober o labour da lakaat ar stad da blegañ !
(0) 
boned ruz Le Vendredi 26 mars 2021 22:46
Hejet dihejet eo ar stadoù broadel gant barradoù identelezhioù ...ha muioc'h mui ouzhpenn. Setu diasur o dazont gant an avel kreñv-mañ savet outo : Bro Spagn gant Katalonia... Bro Saoz a vo ur vro-all a-benn nebeut... Korsika ivez o lakaat mennozhioù nevez e pennoù an dud...Aon o deus me soñj din. Diskar ar "minority safe pack" gant ar gomiserien europat hag an traoù mezhus 'zo c'hoarvezet d'an dilennidi katalanek e-kreizig kreiz parlamant Europa a zo splann. Neuze n'eo ket diaes kompren e klask ar Jakobined ober e memes mod: da lavarout eo kas da netra roudoù ar pobloù a-orin e Bro C'hall...ar buanañ ar gwellañ. Gant se ne vo enebiezh ebet ken...Ar redadenn zo kroget da vat... A° Blanquer a zo an hini nemetañ o redek evit poent... Siwazh! Deomp ni da redek neuze ha buanoc'h egetañ!
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons