Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Porzh-Loeiz, Redadeg 2018
Porzh-Loeiz, Redadeg 2018
E-bourzh ar
E-bourzh ar "Bro Warok", Redadeg 2018
Porzh_Loeiz, Redadeg 2018, ur skipailh a voraerion
Porzh_Loeiz, Redadeg 2018, ur skipailh a voraerion
Bro Warok, Redadeg 2018, ar strollad Sonam
Bro Warok, Redadeg 2018, ar strollad Sonam
Bro Warok, Redadeg 2018, ar c'habiten Alain Malarde
Bro Warok, Redadeg 2018, ar c'habiten Alain Malarde
Bro Warok, Redadeg 2018, war ar pont
Bro Warok, Redadeg 2018, war ar pont
Bro Warok, Redadeg 2018, o lakaat da ouel
Bro Warok, Redadeg 2018, o lakaat da ouel
Bro Warok, Redadeg 2018, Produet e Breizh
Bro Warok, Redadeg 2018, Produet e Breizh
Redadeg 2018, ar vag
Redadeg 2018, ar vag "L'extra...vagant" o kuitaat Porzh-Loeiz, ar reder en e bourzh
Redadeg 2018, morlenn an Oriant
Redadeg 2018, morlenn an Oriant
Redadeg 2018, morlenn An Oriant
Redadeg 2018, morlenn An Oriant
Redadeg 2018, morlenn an Oriant
Redadeg 2018, morlenn an Oriant
Redadeg 2018, morlenn an Oriant
Redadeg 2018, morlenn an Oriant
Redadeg 2018, morlenn An Oriant
Redadeg 2018, morlenn An Oriant
Redadeg 2018, morlenn An Oriant, al lestr-treizh
Redadeg 2018, morlenn An Oriant, al lestr-treizh "Breizh Nevez" o vont war-zu Enez Groez
Redadeg 2018, morlenn an Oriant
Redadeg 2018, morlenn an Oriant
Redadeg 2018, morlenn an Oriant, o tostaat ouzh an douar a-nevez
Redadeg 2018, morlenn an Oriant, o tostaat ouzh an douar a-nevez
Redadeg 2018, setu ar vazh-test war boent tizhout an aod, adarre!
Redadeg 2018, setu ar vazh-test war boent tizhout an aod, adarre!
Redadeg 2018, bag Yvon Fauconnier o pellaat
Redadeg 2018, bag Yvon Fauconnier o pellaat
- Reportage photos -
E-bourzh « Bro Warok » da heul ar Redadeg war vor!
Treuzet eo bet morlenn An Oriant gant ar Redadeg d'an 9vet a viz Mae. Setu ur c'haier a fotoioù bet tapet war vor evit an ABP.
Par Yann Lukaz pour ABP le 10/05/18 16:18

An hent-mañ a vez graet bemdez hep ehañ gant bag-tremenidi eus bro an Oriant «Talhouant» . Hirio ez eo ispisial an dreizhadenn, hirio emañ ar Redadeg o treuziñ ar vorlenn etre Porzh-Loeiz (kilometr 1138, 5eur11 gm) ha porzh an Oriant (kilometr 1140, 5eur24 goude merenn). War vagig-dre-lien «L’extra…vagant» , dindan ren Yvon Fauconnier, ur moraer brudet eus ar vro (Rianteg), a-unan gant Eugène Riguidel, ur moraer brudet all (Landaol), anezhañ un ekologour koulz ha difennour ar yezh, mignon kozh eus ar Redadeg abaoe ar penn-kentañ.

Ouzhpenn an den ruz e z-shirt – hemañ o vezañ ar reder ! – hag a ziskouez uhel ar vazh-test, ouzhpenn tudoù surentez, gwisket e chupennoù velen, e vez azezet, e-barzh ar c’hoban (notenn), daou vuzisian: an eil talabarder hag egile ar biniou kozh gantañ. Ne vez ket klevet an ton pellig-pell, rak an avel a zo o c’hweziñ o bountañ ar vag buan a-walc’h. N'eo ket dre voaien ar c’heflusker o deus treuskaset paotred ar Redadeg!

Ur vag all, unan hengounel « Bro Warok » he añv diwar istor Breizh, ur vag-c’hrilheta, bet savet e Kamaled 70 vloazh zo, bezañ bet o pesketañ kostez bro vMauritania a-raok na vefe cheñchet he micher: abaoe 2004 e vez implijet gant Alain Malarde – ur moraer brudet ivez – hag e familh evit kinnig baleadennoù war vor da hiniennoù pe da strolladigoù. En he bourzh emaon.

Tost d’ar wern-valouiñ (notenn) e vez o seniñ ar strollad «Sonam» . Daoust ha n’eo ket ur «fest deiz» , en ur mod, hirio? Tud a oa o tañsal war ar c’hae, e Porzh-Loeiz, o c’hortoz karr-samm ar Redadeg ar reder war e lerc’h…Ar strollad-mañ, savet gant tud o vevañ war vord ar Morbihan, a zo troet n’eo ket ouzh sonerezh vreton hepken, mes ivez ouzh muzikoù all.

Sellomp ouzh ar bageal, bremañ. Ur riz pe meur a hini a zo bet lakaet, diwar ziviz ar c’habiten. Un digarez evidon da dennañ fotoioù a ziskouez mat strivoù e-kreizig an ober !

Strivoù all a zo bet graet gant izili ar familh a-hed ar Redadeg. Sellit kentoc’h: emañ Loeiz - skuizh-marv e oa ar paotr yaouank - o kousket e-barzh ar c’hambrig (2 kilometrad redet gantañ e-pad an nozvezh. Kenderc’hel a ra ar Redadeg noz-deiz d’ur penn d’unan all, evel ma ouioc’h mat). Redet eo bet ivez gant Maria, ar merc’h hennañ o studiañ war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon, ha gant he mamm Beatris Malarde – kelennerez emañ-hi e Baod (56). Brezhoneg flour-flour, gwenedeg kentoc’h, a teu etre ar mamm hag he merc’h, me lâr deoc’h, ken m’az eo souezhus ha plijus selaou oute! Mignoned all zo e-bourzh, roet gante un tamm-sikour evit ar Redadeg!

Kendalc’homp! Setu al lestr-treizh « Breizh nevez» o kuitaat An Oriant da vont war-zu Enez Groez. Nevez-flamm eo, kroget al labour gantañ e 2018, pa’z eo chomet a-sav al lestr kozh « Kreiz-er-mor» e añv (diwar un destenn brudet-tre, deuet da vezañ ur ganaouenn, skrivet gant Yann-Bêr Kalloc’h, barzh Bleimor, ur skrivagner dispar e vouezh e lennegezh vreton an ugentved kañtved). Setu ur bajennad istor Breizh!

Pa soñjan mat, ur bajennad istor a-vremañ eo a vez skrivet gant ar Redadeg, pe war an douar (evit al lodenn vrasañ anezhi), pe war vor (evit tammouigoù munut a-dreuz d’an aberioù ha d’ar vorlennoù). Evit ma vevo ar vro hag ar yezh!

Laouen on bet o vezañ digemeret e-bourzh ar « Bro Warok » . Kerkent a loc’het ar vag ez eo deuet levenez ha blaz an avañtur e donder ma c’halon. E Porzh-Loeiz, e-kichen ar « Bro Warok » , emañ ur vag-sikour SNSM nevez-flamm o c’hortoz mont da Noumea, en tu all d’ar bed. Tud ar vor zo gwir beajourion. Ar Redadeg ivez eo un avañtur!

« Betek an Trec’h! »

Gwelout ivez (e galleg)

( voir notre article )

Notenn
(diwar al levrig «Mor ha bagoù / Mers et bateaux / Sea and boats» gant Marcel Maudire, 2016, An Alarc’h embanadurioù, 7 euro, ISBN: 978-2-916835-75-4):

. koban /cockpit/cockpit (UK)

. gwern-valouiñ / mât de beaupré ou bout-dehors / bowsprit (UK)

Evit mont pelloc’h (lec’hiadoù) :

. Yvon Fauconnier : https://fr.wikipedia.org/wiki/Yvon_Fauconnier

. Eugène Riguidel : http://www.golfedumorbihan.bzh/accueil/decouvrir/rencontres-de-passionnes/eugene-riguidel

. Sonam : http://sonam.bzh/br/

. Bro Warok: https://www.morbihan.com/port-louis/croisieres-a-bord-du-bro-warok/tabid/12547/offreid/a2914993-528a-4102-8495-f1ffac857d72

. Ar Redadeg (4-12 mae 2018): https://www.ar-redadeg.bzh/?lang=br

.

Cheñchamanchouigoù ziwezhat: 11/05/2018

Voir aussi :
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant Yann Lukaz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons