Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
An emglev evit dazont Breizh hag ar brezhoneg
Da-geñver an emglev evit amzer dazont Breizh e labour div yezh, kevredigezh tud ar skolidi evit ar c’helenn brezhoneg er skolioù publik, evit rann « identelezh sevenadur Breizh ». Fiziañs
Par David Redouté pour Div Yezh le 29/11/13 12:45

Da-geñver an emglev evit amzer dazont Breizh e labour div yezh, kevredigezh tud ar skolidi evit ar c'helenn brezhoneg er skolioù publik, evit rann « identelezh sevenadur Breizh » . Fiziañs he deus div yezh e vo diouzh c'hoant Bretoned a-leizh evit ar c'helenn brezhoneg er skolioù publik hag er vuhez publik : sevel ur chadenn skinwel vreizhat, harpañ an embann brezhonek, an dudi e brezhoneg, etc., muioc'h c'hoazh pa c'hallfe bezañ nebeutoc'h a vrezhoneg er skol abalamour d'an adreizhañ anezhi.

Div yezh a ginnig evit diorren ha gwellaat ar c'helenn divyezhek brezhoneg galleg er skolioù publik :

1- Ma vefe digoret muioc'h a bostoù er genstrivadeg tuta kelennerien ar skolioù (KTKS) hag er C'hapes ivez ;

2- Ma vefe reizhet stummadur kelennerien ar skolioù evit ma vefe digor d'an holl ;

3- Ma vefe eeunaet an doare da zigeriñ klasoù nevez ken er c'hentañ derez ken en eil derez ;

4- Ma vefe kendalc'het da gelaouiñ ar skolidi war an deskiñ brezhoneg ha brudañ anezhañ muioc'h c'hoazh ;

5- Da gelenn sevenadur Breizh hag ar brezhoneg d'an holl skolidi diwar skouer Korsika.

Evit div yezh ez eo sevel ar c'hendivizad stag ouzh ar gevrat steuñv Stad-Rannvro un dro zibar da vont war-raok.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons