Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Beilhadeg kontet e brezhoneg
Beilhadeg kontet e brezhoneg
- Agenda -
D'an 8 ha d'an 9 a viz Du, ar gKreizenn Sevenadurel Breizh Yezhoù ha Sevenadur a ginnig deoc'h daou zevezh diwar-benn sevenadur breizh.
Ar gwener 8, da 8e30 gm : « Beilhadeg kontet e Breizh » Deuit da vevañ un nozvezh goañv gant ar veilhadeg kontet e brezhoneg. Posubl eo d'an holl da
Par Déborah Le Got pour Yezhoù ha Sevenadur le 30/10/13 16:16

Ar gwener 8, da 8e30 gm : « Beilhadeg kontet e Breizh »

Deuit da vevañ un nozvezh goañv gant ar veilhadeg kontet e brezhoneg. Posubl eo d'an holl da gemer perzh ar veilhadeg : konterien, sonerien, kanerien, arzourien kadarnaet pe arzourien evit an noz, tud a blij dezho ar marvailhoù… Aozet eo ur veilhadeg gant dika daka, Kentelioù an Noz, Skol an Emsav hag Yezhoù ha Sevenadur.

An nozvez-se a vo kinniget d'ar gwener 8 a viz Du da 8e30 gk/noz er gKreizenn Sevenadur Breizhek Yezhoù ha Sevenadur e 13 straed ar Breolimer e Sant-Ervlan. Titouroù : 02.40.85.27.22 – yezhou44 [at] yahoo.fr

N'eo ket ret lakaat ho anv, digoust ha digor d'an holl. Beilhadegoù kontet e Breizh a zo kevreet dre Skol-Uhel Ar Vro.

Deuit niverus da dremen un nozvezh plijus !

Ar sadorn 9, da 10e : "Bodad-lenn"

Bodad-lenn e brezhoneg evit al levrioù "Kergelenn" gant Hervé Gouedard ha "Boned glas ar Pagan" gant Goulc'han Kervella.

E c'hKDSK a vo an emgav.

Titouroù hag enskrivadurioù : Kentelioù an Noz : 02 40 20 39 74 - kenteliouannoz [at] gmail.com - (voir le site)

Ar sadorn 9, da 10e : "Emgav Aktourien Sevenadur Breizh"

An Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel a ginnig deoc'h un emgav e galleg diwar-benn sevenadur Breizh an departament. C'hoant he defe e kejfe aktourien sevenadur Breizh etrezo evit en em anavezout hag eskemm war ho plas e diorren ha bruderezh ar sevenadur-mañ.

Digoust eo. Titouroù : 02 51 84 16 07 – acbml [at] free.fr - (voir le site)

Ar sadorn 9, da kreisteiz : Digorlid diskouezadeg Anne Floc'h

Yezhoù ha Sevenadur a ginnig d'an arzourez Anne Floc'h e mogerioù. Ganet e-touez ur familh arzourien, livourez abaoe

he oad bihanañ, awenet eo bet e-barzh he gwriziennoù breizhek. Sebezet o vioc'h gant he livadennoù !

An diskouezadeg a vo kinniget eus ar sadorn 9 a viz Du betek ar sadorn 21 a viz Kerzu. Eurvezhioù : deus al lun betek ar gwener

etre 10e ha kreisteiz ha etre 2e gm ha 6e gm; ar sadorn etre 10e ha 1e gm. Digoust eo mont 'barzh an digorlid hag an diskouezadeg.

Titouroù : 02 40 85 27 22 - yezhou44 [at] yahoo.fr

E brezhoneg pe e galleg, kalz a tro a vo da gejañ en deizioù o tont…

Voir aussi sur le même sujet : beilhadeg, digorlid, diskouezadeg, Yezhoù
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons