Laouen omp da ginnig deoc'h ul levr nevez bet embanet gant kevredigezh Ti ar Vro : "Kement-se alato !" Frapadoù c’hoarzhin leizh ho kenoù zo da gaout !
"Kement-se alato !" a zo ul levr nevez kiniget deoc’h evit fin ar bloaz-mañ. En er selaou ha lenn an istorioù farsus-se, e voc’h soubet e beilhadegoù gwellañ Bro Leon. Enrollet int bet gant kevredigezh Dastum Bro-Leon. Tu a zo klevout istorioù Pêr Ar Go, Yann-Vadezour Lagadeg, Pêr Chapalan pe Maryse Méar ivez.
3 CD a zo da heul al levr evit gellout selaou ha lenn an istorioù war ar memes tro. Notennoù zo ivez evit displegañ gerioù pe troioù-lavar zo. Dispar eo evit ar brezhonegerien hag o deus c’hoant gwellaat o bouez-mouezh hag o zistagadur e brezhoneg. Frapadoù c’hoarzhin leizh ho kenoù zo da gaout !
En hent-dall, embannet eo bet en-dro al levr "Brezhoneg evit Ar Re Gozh". Un dastumadeg divizoù simpl e brezhoneg hag e galleg eo. Geriaoueg buhez pemdeziek ar re gozh eo ivez war un dro. Krouet eo bet al levr-se gant skoazell brezhonegerien ampart evit lakaat war-wel diazez sevenadur ar vro ha sikour an dud o teskiñ.
Penaos prenañ homp levrioù ? :-)
- Er stalioù-lervioù ar vro
- War homp lec’hienn (voir le site)
- Deuit d’homp gaout e Lesneven, e Park Kerlaouen, 48 straed ar Jeneral De Gaulle
- Deuit e darempred ganeomp : 06 48 16 88 40 - tiarvroleon [at] gmail.com
Ober a reomp war-dro ar c’houmanantoù a-raok Nedeleg betek an 22 a viz Kerzu d’an diwezhañ !
Nedeleg Laouen d'an holl !